Iskevrennad eus | sound generator, music equipment, ostilh, archaeological artifact, artificial physical object |
---|---|
Implij | sonerezh |
Efed | instrumental music |
Studiet gant | organology |
Dezverket dre | family of musical instruments |
Implijet gant | instrumentalist, muziker |
Ur benveg-seniñ a zo ur benveg da seniñ, d'ober sonioù, pe sonerezh. Gallout a ra bezañ aozet evit se, pe gallout a reer implij ne vern petra evel pa vije ur benveg-seniñ: ul loa, ur werenn, ur morzhol, un heskenn. Da bennreolenn, kement tra a c'hell produiñ son hag a c'hell bezañ renet en un mod bennak gant ur soner, a c'heller sellet outañ evel ur benveg-seniñ ; neoazh e vez miret ar ger-se peurvuiañ d'ober eus an traezennoù gouestlet a-benn-kaer d'an arc'hwel-se. Nemedennoù a reer (pa n'eus ket traezennoù anezho) evit ar vouezh a seller outi evel ur benveg-seniñ, kement hag an daouarn ma stlaker anezho (las palmas - e spagnoleg - implijet an aliesañ gant seurtoù sonerezh evel ar flamenco, ar paso doble, hag ivez doareoù sonerezh kenel ...). Pep benveg-seniñ a c'hell bezañ anavezet dre e sonliv, a zezverk anezhañ.
Renket e vez ar binvioù-seniñ hervez an doare d'o lakaat da seniñ.
Taolenn : | A • B • C • D • E • F • G • H • I • J • K • L • M • N • O • P • Q • R • S • T • U • V • W • X • Y • Z |
---|