Arvez | Impalaeriezh trevadennel Alamagn |
---|---|
Heuliet gant | Eil Brezel-bed, interwar period |
Deiziad | 11 Du 1918 |
Deiziad kregiñ | 28 Gou 1914 |
Deiziad echuiñ | 11 Du 1918 |
Prantad | late modern period |
Perzhiad | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Galloudoù kreiz, Aostralia, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Abeg pennañ | abegoù lies |
Abeg kentizh | Gwalldaol Sarajevo |
Deskrivet en URL | https://dmna.ny.gov/historic/reghist/wwi/HonorList/?l=g |
Deskrivet dre | Phyllis Buchanan Fonds |
Istor | timeline of World War I, diplomatic history of World War I |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World War I |
Ar Brezel-bed kentañ pe Brezel Bras a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Brezel-bed, a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.
E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip.
Bloavezh 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da gouezhañ; Bulgaria a sine un arsav-brezel d'an 29 a viz Gwengolo, an Ottomaned d'an 31 a viz Here, Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h Alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, ar C'haiser Wilhelm a zilez an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sin an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918, oc'h echuiñ ar brezel. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).
Ar Brezel Bras a zo bet unan eus gwasañ brezelioù istor Mab-den gant un 9 milion soudard lazhet gant 23 milion gloazet, ouzhpenn 5 milion trevour a oa bet lazhet gant obererezhioù milourel, naonegezh ha kleñvedoù.
An anv brezel-bed a zo bet krouet e miz Gwengolo 1914 gant ar biologour ha prederour alaman Ernst Haeckel. Embannet en doa "there is no doubt that the course and character of the feared 'European War' ... will become the first world war in the full sense of the word," er gazetenn The Indianapolis Star d'an 20 a viz Gwengolo 1914. An droienn Kentañ Brezel-bed a oa bet implijet gant al Letanant-koronal Charles à Court Repington, evel titl e skrid-buhez embannet 1920). Skrivet en doa e oa bet o eskemm a-zivout an droienn-se gant ar Major Johnstone eus Skol-veur Harvard d'an 10 a viz Gwengolo 1918.
Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, sokial, denel.
Nebeut oberennoù en brezhoneg a zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.