Doñvañ pe doñvaat zo lakaat loened da vezañ implijet gant mab-den evit gounid hennezh. Gallout a reer implijout al loened-se evit kaout boued pe traoù all, evel kaout gloan da skouer, d'ober dilhad, pe c'hoazh evit ober labourioù diaes pe ziaesoc'h, evel kas kargoù pounner. Alies eo bet cheñchet ar spesadoù loened-se, dre o berlañchañ, evit ma vefent muioc'h diouzh c'hoantoù hag ezhommoù an dud.
Al loened kentañ hag a voe doñvaet, moarvat, eo ar chas, diskennidi d'ar bleizi, war-dro 100 000 bloaz zo. E-touez al loened all hag a voe doñvaet abred emañ ar givri, an deñved hag ar moc'h, war-dro 8 000 kent J.K. e kornôg Azia. Tostoc'h deomp e voe doñvaet ar saout war-dro 6 000 kent J.K.
E-mesk al loened a zo bet doñvaet emañ ar re-mañ :
Loen | Mare (KJK) | Lec'h |
---|---|---|
Ki | 15 000 | E meur a lec'h dre ar bed |
Gavr | 10 000 | Azia ha Reter-Nesañ |
Dañvad | 8 000 | Azia ha Reter-Nesañ |
Moc'h | 8 000 | Sina |
Buoc'h | 8 000 | India, Reter-Nesañ, Afrika |
Kazh | 7 000 | Mor Kreizdouar |
Yar | 6 000 | Gevred Azia |
Razh-Indez | 5 000 | Perou |
Azen | 5 000 | Ejipt |
Bual | 4 000 | Sina |
Kezeg | 4 000 | Ukraina |
Lama | 3 500 | Perou |
Kañval | 2 500 ? | Kreiz Azia |