Emgann Murèth

Emgann Murèth
Tamm eus ar Groaziadeg a-enep Albiziz
Emgann Murèth
Emgann Murèth

Maread 12 a viz Gwengolo 1213
Lec'h Murèth (Muret)
Comenge
Disoc'h trec'h Bro-C'hall
Emgannerien
Rouantelezh Bro-C'hall
Kroazidi
Rouantelezh Aragon
Kontelezh Toloza
Kontelezh Foish
Kontelezh Comenge
Pennoù-brezel
Simon IV Moñforzh
Bouchard de Marly
Pêr II Aragon
Ramon VI Toloza
Ramon Rogièr, kont Foish
Niver a emgannerien
700 soudard war droad
900 marc’heg
20000-30000 soudard war droad
2200 marc’heg
Kolloù
81000

Emgann Murèth a c’hoarvezas d’an 12 a viz Gwengolo 1213 e Murèth (Muret), e-kichen Toloza, e Lengadoc. Unan eus emgannoù bras ar Groaziadeg a-enep an Albiziz e voe hag un emgann eus ar re bouezusañ evit istor Okitania, Aragon ha Katalonia.

E Murèth e voe nerzhioù okitan, katalan hag aragonat, renet gant Pêr II, roue Aragon ha kont Barcelona, ha gant ar c’hont Ramon VI Toloza, o’n em gannañ ouzh Kroazidi, an darn vrasañ anezho Gallaoued, renet gant Simon IV Moñforzh. Mervel a reas ar roue Pêr en emgann ha faezhet e voe armeoù an emglev okitan-aragonat. Gant an emgann-se e voe cheñchet planedenn ar broioù okitan a voe diwar neuze sujet d’ar Gurunenn c’hall, tra ma tigreske al levezon gatalan enno.

Notennoù

  1. anavezet evel Pêr II en Aragon hag evel Pêr Iañ e kontelezh Barcelona