An igromañserezh zo ur seurt hudouriezh pe hudouriezh du diazezet war an darempredoù gant ar re varv – pe o c'hervel o spered dindan stumm un tasmant, pe dre weledigezhioù pe o lakaat o c'horf da sevel en-dro – da harpañ an divinouriezh, da reiñ benvegoù da ziouganañ darvoudoù da zont, da zizoleiñ gouiziegezhioù kuzh, da zegas unan bennag a-douez ar re varv, pe da ober gant an hini marv evel un arm. A-wezhioù e vez graet "hudouriezh ar marv" anezhañ. Gallout a ra an anv-se bezañ implijet en ur ster ledanoc'h d'ober anv eus an hudouriezh du pe ar sorserezh.
Dont a ra ar ger igromañs eus ar galleg nécromantie gant un troc'h fall goude ar ger-mell. Hemañ a zeu e-unan eus al latin 'necromantia, amprestet digant an henc'hresianeg νεκρομαντεία (nekromanteía), Ur c'henstrollad eus νεκρός (nekrós) "kelan" ha μαντεία (manteía) "divinouriezh" impijet da gentañ da c'houzout dimp gant Origenes Aleksandria en IIIde kantved goude J.-K.. Ar ger implijet en henc'hresianeg klasel a oa ἡ νέκυια (nekyia), a weler implijet da skouer en arroudenn eus an Odysseia ma tiskenn Odysseus e rouantelezh ar re varv. Lavaret e veze νεκρομαντεία en henc'hresianeg hellenistek.
Meneget eo ar ger e-barzh An Teirgwern Pembroke, gant Jarl Priel.