LFE – niverenn | 109 |
LFE – unicode | k |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | k |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekstaon dre serriñ divouezh treuzskrivet hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 109.
Kavet e vez stank-tre ar fonenn e yezhoù ar bed ha gant an darn vrasañ anezhe e vez implijet un doare d'an nebeutañ evel fonem ha lies gwezh e kaver yezhoù, da skouer an holl yezhoù indez-aryek komzet en India en o zouez an hindeg, ma vez implijet gante meur a doare disheñvel enebiet an eil re ouzh ar re all war al live fonologel, da skouer un plaen enebiet ouzh un c'hwezhet.
E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem ruz dre ar c'hemmadur dre c'hwezhañ (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):
Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").
LFE | Deskrivadur |
---|---|
k | plaen |
kʰ | c'hwezhet |
kʲ | staonkaet |
kʷ | gweuzet |
k˺ | didarzh |
kʼ | dre strakal |
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |