Lêr (ler ivez alies) a vez graet eus kroc'hen al loened a vez implijet, goude kivijañ, da ober botoù, seier, ha dilhadoù zo.
Ur ster reizhel a zo ivez d'ar ger pa gomzer eus toullañ lêr gant ur minaoued da skouer.
Labourat al lêr a vez graet abaoe amzer sevenadurioù ar saverien chatal. E lêr an ejened-moueek e veze graet tipi an Amerindianed, o dilhad, o zaboulinoù.