Gwechall e oad kustum, e meur a vro en Europa, da blantañ ur « wezenn miz Mae » evit lidañ distro an delioù er gwez. E Kontelezh Nisa e weled plac'hed ha paotred o « treiñ ar Mae » ouzh son ar pif hag an daboulin, da lavarout eo dañsal koroll-tro miz Mae en-dro d'ar wezenn plantet war leurgêr ar gêriadenn.
Krennlavaroù
« Noz ar Wenngaouenn / Etre Mae ha Mezheven », diwar-benn noz diwezhañ ar miz.
« Da viz ebrel e kousk an ozac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatez ober ivez. »
« E miz Mae, re glaw bemdez ha re nebeud beb eil deiz nemed en noz e rafe. »(sic)
« Tarkouillen miz Mae a vez lazet gand ar re all. »(sic) ; *tarkouillen = targizhier.
« Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c’hae » (tommoc'h eo an amzer).
« E miz Mae, ar c’hezeg a daol o sae hag ar medisin a vez gae.
« Da viz Mae, ar mezeg a vez gae »
« Da viz Mae e lamm ar segal dreist ar c'hae »
« Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c'hae »
« Digant kala Mae goulennet / Pe da zeiz e teuy Nedeleg / Ha mar ne gredit ket c'hoazh / Goulennit da sant Jerman bras »
« E miz Mae / Ar c'hezeg a daol o sae / Ar segal a lamm dreist ar c'hae »
« E miz Mae / Kanab gae »
« E miz Mae glav bemdez zo re, re nebeut bep eil deiz »
« Hanter Mae dilost goañv / Hanter miz Even el lakaan »
« Pa vo barvoù kelvez e miz Mae / Kalon an ijuler a vo gae »