Oadvezh Taishō

Pajenn gentañ ar Japan Times diwar-benn kurunadur an impalaer Taishō hag an impalaerez Teimei (15 a viz Gwengolo 1915)

An Oadvezh Taishō a oa un oadevezh berr-kenañ en istor Japan, en XXvet kantved. A-hed ren an impalaer Taishō (1879-1926, ren 1912-1926) e troas Japan muioc'h war-du an demokratelezh, ha kresket e voe he fouez war an dachenn etrebroadel.

A-c'houde marv an impalaer Meiji e 1912 e voe tri fennmaodiern lerc'h-ouzh-lerc'h er gouarnamant, p'edo hennezh o klask ur c'hempouez etre ar genrō (元老 "henañ"), da lavaret eo politikerion war o leve a gendalc'he da guzuliañ an impalaer, hag ar bobl evel ma oa termenet e Bonreizh Impalaeriezh Japan. Emsavadegoù ar Riz e 1918 a greñvaas galloud ar strolladoù politikel war an oligarkiezh a oa o ren. Ar Rikken Seiyūkai (立憲政友会 "Strollad Keneiled ar Gouarnamant Bonreizhel") hag ar Rikken Minseitō (立憲民政党 "Strollad Demokratel Bonreizhel") e oa an daou strollad pennañ e diwezh ar mare a voe anvet "Demokratelezh Taishō". Tamm-ha-tamm e oa bet roet muioc'h a frankiz d'ar Gambr Izel adalek 1890, hag adalek 1925 e c'hallas an holl wazed mouezhiañ. En hevelep bloaz avat e voe embannet an hini ziwezhañ eus ar rummad lezennoù anvet Lezenn evit mirout ar peoc'h (治安維持法 chian iji hō, 1894-1925), a ziazeze kastizoù kriz war enebiezh an tu-kleiz.

A-du gant ar Gevredidi e savas Japan er Brezel-bed kentañ, ar pezh a zegasas dezhi ur c'hresk burzhudus c'hoazh en armerzh ha trevadennoù e Meurvor Habask an Norzh, anezho Inizi Marshall, Mariana an Norzh, Palau ha Stadoù Kevreet Mikronezia hiziv. Unan eus sinerezed Feur-emglev Versailhez d'an 11 a viz Du 1918 e voe Bro-Japan, koulz hag unan eus ar Stadoù a ziazezas Kevredigezh ar Broadoù e 1920.

Tri bloaz goude, e miz Gwengolo 1923, ur c'hren-douar a lazhas tremen 100 000 a dud en Honshū, ha distrujet e voe tiez ouzhpenn tri milion a dud gant an tanioù-gwall a voe war e lerc'h.

Sevenadur

Stankoc'h-stankañ e voe an embann istorioù pobl e komz-plaen, a oa bet boulc'het er marevezh kent, abalamour ma voe mui-ouzh-mui a dud gouest da lenn ha ma tigreskas priz al levrioù. A-douez skrivagnerion bennañ ar Marevezh Taishō e voe Akutagawa Ryūnosuke (1892-1927), Satō Haruo (1892-1964) ha Tanizaki Jun'ichirō (1886-1965). Kalz e skrivas Tanizaki, e meur a zoare levezonet gant lennegezh ar C'hornôg, met e deroù ar marevezh da-heul e skrivas meuleudi da sevenadur hengounel Japan dre e romant 蓼喰う虫 Tade kū mushi "Amprevaned debrerion troadur" (1929).


Notennoù

  1. 1,0 ha1,1 Henshall 2012.
  2. 2,0 ha2,1 Perez 1998.
  3. Meyer 2012.
  4. Large 2009.
  5. 5,0 ha5,1 Totman, 2014


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける