Pañvrid-ar-Beskont

Pañvrid-ar-Beskont
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Pommerit-le-Vicomte
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Lannolon (betek 2015)
Gwengamp (abaoe 2015)
Kod kumun 22248
Kod post 22200
Maer
Amzer gefridi
Florence Le Saint
2020-2026
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web http://www.pommeritlevicomte.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 830 ann. (2020)
Stankter 55 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 12″ Norzh
3° 05′ 14″ Kornôg
/ 48.62, -3.0872222222
Uhelderioù bihanañ 34 m — brasañ 119 m
Gorread 33,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pañvrid-ar-Beskont


Pañvrid-ar-Beskont a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh

  • War lez dehoù an Trev emañ Pañvrid.

Anv

Stummoù skrivet

  • Bernard Tanguy ː Pumurit, 1160; Pomerit, 1294; Pomerit Vicecomitis, 1330, fin XIVvet; Pomerit le Vicomte, 1426; Pommerit le Bescont, 1481; Pommerit le Vicompte, Pommerit le Vicomte, 1668;
  • Erwan Vallerie ː Pouereut Vice Comitis, Pomerit Vice Comitis, Pemerit, Pomerit, Ponerent, 1330; Pommerit le Vicomte, 1516

Gerdarzh

  • Pomerit ː diouzh gêr latin pomeratum = avalenneg; liorzh gant frouezh
  • Beskont, Vicomte ː ne ouzer ket resis na pegoulz na perak

Ardamezioù

N'ez eus ket evit ar poent

Istor

XVvet kantved

E miz Genver 1489, emgann e-kichen pont Skiñvieg etre strolladoù gall kaset gant Yann, beskont Roc'han, ha strolladoù an dugez Anna.

XVIvet kantved

Dre emglev 1522, beskontelezh Pañvrid, en tiegezh du Chastellier abaoe 1420 da nebeutañ, a dremenn e-barzh tiegezh du Chastel.

Dre zimeziñ an 20 Mae 1571, etre Klaoda du Chastel ha Charlez Gouyon de la Moussaye, tremen a ra ul lodenn eus ar veskontelezh e tiegezh Gouyon de la Moussaye.

XVIIvet kantved

  • D'an 29 a viz Gwengolo 1681 e voe gwerzhet kontelezh Kintin ha beskontelezh Pañvrid gant Henri Gouyon, markiz de la Moussaye, da Guy-Aldonce de Durfort, kont de Lorge, marichal gall.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

  • Kemeret e voe 24 450 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 30 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg.
  • Mervel a reas tri den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.
  • D'ar 15 a viz Gouhere 1944 e voe lazhet pemp rezistant (tri anezhe a oa eus Keriti-Pempoull) ha tri soudard alaman en un emgann er gumun.
  • Lazhet e voe daou rezistant ha pemp den nann-soudard pa darzhas ur c'hrenadenn d'an 8 a viz Eost 1944.

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas daou soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Tumulus Kerhonn.
  • Moudennoù Glivineg ha Kerhamon.
  • Iliz katolik Itron-Varia,adsavet goude 1914; an tour, eus 1704-1712, bet enrollet d'an 2 a viz Kerzu 1926.
  • An ivinenn e-tal an iliz katolik.
  • Chapel ar Baradoz, eus penn kentañ ar XVIvet kantved bet enrollet d'an 31 a vizHere 1912.
  • Kalvar ar Baradoz , enrollet d'an 10 a viz Du 1913.
  • Kastell Restmeur, gant chapel Itron-Varia-a-C'hras, XVIIIvet.
  • Maner ha peulvan Kerbic.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost . D’ar 17 a viz Even 1923 e voe dioueliet.
  • Monumant ar Rezistanted bet lazhet gant an Alamaned d’ar 15 a viz Gouhere 1944, luc’hskeudenn.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Gevellet gant

Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Sráid an Mhuilinn 1986

Brezhoneg

  • D'an 13 a viz C'Hwevrer 2017 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Arel,

Aotrounez Restmeur

Palefarzhet etre argant ha glazur
Auffray,

Aotrounez Mesguen

Treustellet etre argant ha sabel, e leon en aour balirant
Le Borgne

Aotrounez Rumeur

En argant e gab dentek en gul

Melestradurezh

Liammoù diavaez

Levrlennadur

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

  1. (fr)Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 269, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Université de Lille
  10. (fr)Memorial Genweb