An dud o deus o annez en un tiriad eo ar boblañs. Niveret e vez peurvuiañ gant ar gouarnamantoù ha studi emdroadur ha perzhioù ar boblañs e lec'h-mañ-lec'h a vez anvet ar boblañsouriezh. Un dachenn studi evit an istorourien eo ivez ha klasket e vez istimañ niver an annezidi a zo bet gwechall gozh en un tiriad a-raok ma 'z eus bet niveradegoù an dud hollel.