Iskevrennad eus | kumuniezh, juridical person, rann velestradurel, subject of international law, former or current state |
---|---|
Anvet diwar | orb |
Perc'henn war | public treasury, state property |
Ar Stad (stad da lod) zo unan eus stummoù aozadur politikel ur vro.
Bevennet eo gant harzoù ar Stadoù all, ha lakaat a ra he lezennoù da dalvezout war he zachenn, war zouar ha war vor zoken (komz a reer neuze eus eus an domani war vor) .
Peurvuiañ e klasker disheñvelout:
Gant Max Weber eo bet termenet evel an aozadur nemetañ a c'hall ober gant an nerzh hervez al lezenn en ur vro bennak, an nerzh o vezañ an arme, ar polis, ar velestradurezh, al lezioù-barn.
An holl vroioù zo rannet en un doare bennak, evit aesaat ar melestriñ . Darn e rannvroioù, darn e departamantoù, kemm a ra ar gerioù hervez ar broioù hag ar Stadoù.
Stadoù dizalc'h zo a zo rannet etre Stadoù all, ha n'int ket dizalc'h. Komz a reer neuze eus Stadoù emren, pe Stadoù kevredet, e diabarzh Stadoù kevredadel.
Setu ul listennad Stadoù kevredadel:
E amzerioù ar gladdalc'helezh e veze dailoù a vode meur a stad, da lavared eo rummad tud hervez o stad sokial. E meur a riegezh europat e veze kavet anvadurioù evel États (galleg) pe States (saozneg) ou Staten (yezhoù germanek).