Stankter ar boblañs a c'hell bezañ implijet evit jediñ n'eus forzh peseurt tra fetis. Implijet e vez dreist-holl avat evit ar boudoù bev. Stankter ar boblañs a vez roet dre vras hervez an niver a draoù pe a voudoù dre unander gorread.
Stankter ur boblañs eo an niver a dud dre km². Da lavaret eo puilhentez bezañs an dud war un tiriad bennak. Tu zo komz eus ar stankted evit abegoù all. Da skouer e bed ar gêraozouriezh e vez komzet eus stankted al lojeizoù dre devezh arat.