Beinn Nibheis

Beinn Nibheis (distagadur gouezelek: ; Ben Nevis e saozneg) eo menez uhelañ Bro-Skos, gant 1 344 m. War un dro ez eus anezhañ ivez menez uhelañ Breizh-Veur ha Keltia. Emañ nepell diouzh kêr An Gearasdan (Fort William). Ur 100 000 a dud bennak a ya da grapat betek krec'h ar menez-se bep bloaz.