Miz berrañ ar bloavezh eo, 28 deiz ennañ ; un devezh ouzhpenn a vez bep pevar bloaz, er bloavezhioù bizeost evel 2020.
Dont a ra an anv brezhonek eus an anv-gwan latinfebruarius, « miz ar glanaat », eus februare « glanaat », diwar anv an doueez roman Febris, deuet diwar anv an doue etruskFebruus ar glanaer : gouel ar glanaat en nevezamzer e oa ar februa, februalia, a veze lidet da 15vet devezh ar miz-se.
« An Ened sec'h, Pask kailharek / A laka an arc'h da varrek »
« Ar voualc'h a gan e miz C'hwevrer eo gwelloc'h dezhi tevel »
« Da c'houel Chandelour / Deiz da c'hwec'h eur da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener ha d'ar gwiader »
« Da c'houel Maria ar gouloù / Kuzhet ar c'hantolerioù / Ha torret ar c'hegeloù / Hanter greun, hanter bloaz / An had diavaez / An ozhac'h en e aez »
« Da c'houel Mathiaz / Ar piged a ra o neizh »
« Da c'houel Mathiez / Vi e revr an houadez / Hag ar big a choaz he farez »
« Da c'houel ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener / Ha d'al luguder »
« Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo »
« Diouzh an heol Meurlarjig / Diouzh an etev, Paskig »
« Etre Pask ha Meurlarjez / Seizh sizhun nemet daou zeiz / Etre Pask ha Pentekost / Seizh sizhun penn ha lost »
« Gouel Mari ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Ar c'hantolorioù en tan / Hag ar vatezh da gousket / Pa vez debret he c'hoan »
« Gouel Mari ar gouloù, gora ar chandelour / Hir a-walc'h an deiz d'an ozhac'h da labourat / Ha d'ar wreg da gribat »
« Gouel sant Mathiaz / Ne savo ket ar c'hoad e glas / Troc'het hiziv, sec'h warc'hoazh »
« Mar deuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz / E lakaje an dud da redek en noazh »
« Meurlarjez 'tal an tan, Pask en nor »
« Meurlarjez kailharet / Arc'h ha solier barrek »
« Meurlarjez me 'garfe 'vefe bemdez / an eost div wech ar bloaz / Ha gouel Mikael bep seizh vloaz »
« Miz C'hwevrer : hanter blouz, hanter foenn, hanter gerc'h / Hag al lodenn vrasañ c'hoazh war-lerc'h »
« Miz C'hwevrer a c'hwezh, a c'hwezh / Hag a lazh ar voualc'h war he neizh »
« Ret eo lakaat piz e glec'h / N'eo ket hiziv evel dec'h
« Tremenet gouel sant Mathaiz / An heol d'e liv, an dour d'e blas / Ha lezenn an hent da vezañ glas »
Notennoù
↑Ened : predad gouelioù etre gouel ar Rouaned (06/01) ha Merc'her al Ludu (deiz kentañ ar C'hoariz, 46 devezh a zioueroù etre Meurlarjez ha Pask) ; e 2019 e red an Ened eus ar 06/01 betek ar 06/03, Meurlarjez o vout d'ar 05/03 hag e red ar C'hoariz adalek ar 06/03 betek an 21/04.