Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù ar Pab |
Anv e yezh-vamm an den | Cèsar de Borja i Catanei |
Anv-bihan | Cesare, César |
Anv-familh | Borgia |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 13 Gwe 1475 |
Lec'h ganedigezh | Subiaco |
Deiziad ar marv | 12 Meu 1507 |
Lec'h ar marv | Viana |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | diwadañ |
Lec'h douaridigezh | Viana |
Tad | Alesant VI |
Mamm | Giovanna Cattanei |
Breur pe c'hoar | Lucrezia Borgia, Pedro Luis de Borja, Giovanni Borgia, Gioffre Borgia |
Pried | Charlotte d'Albret |
Bugel | Louise Borgia |
Familh | Borgia |
Yezhoù komzet pe skrivet | Old Catalan, italianeg |
Micher | condottiero, beleg katolik, Catholic deacon |
Bet war ar studi e | University of Pisa, University of Perugia |
Bet studier da | Filippo Decio |
Relijion | Iliz katolik roman |
Grad milourel | generalissimo |
Brezel | Eil brezel Italia |
Korf an arme | Vatican Army |
Prizioù resevet | Order of Saint Michael |
Deskrivet dre | Portrait of a Gentleman |
"Aut Cæsar aut nihil ". Cesare Borgia
Cesare Borgia (Roma, 13 a viz Gwengolo 1475 - Viana, 12 a viz Meurzh 1507), a oa mab da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol eus amzer an Azginivelezh a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei, ur Romanez a ouenn uhel. Brudet eo evel condottiero ha dre ma oa bet awener Machiavelli pa savas e levr Il Principe.
Breur e oa da Lucrezia Borgia ha da Giovanni Borgia (pe Juan Borgia), ha da Jofre. Ur verc'h en dije bet digant he c'hoar.
Fellout a rae d'e dad ez aje Giovanni d'ober micher an armoù, hag anvet e voe kabiten an Iliz ha dug Gandia, hag e teuje Cesare da vezañ un den a Iliz. Da 17 vloaz e oa eskob Pamplona, hag arc'heskob Valencia, ha da 18 vloaz e voe anvet da gardinal.
Krediñ a reer e lazhas e vreur Giovanni, evit kemer e lec'h evel kabiten ha dug, dre ma tisplije dezhañ an Iliz. Kaset e voe gant ar pab da reiñ da roue Bro-C'hall, Loeiz XII, e aotre da derriñ e zimeziñ kentañ evit ma c'hallje addimeziñ gant an dugez Anna Vreizh.
Anvet e voe da zug Valentinois gant roue Bro-C'hall evel trugarekadenn, (diwar-se e tapas al lesanv il Valentino) , ha roet e voe dezhañ da zimeziñ ur verc'h da Yann III Navarra, roue Navarra.
Diwezhatoc'h e voe ivez dug Romagna, ur briñselezh a aloubas gant skoazell e dad, ha da gentañ kêr Forlì, a oa renet gant Caterina Sforza en 1499. Lakaat a reas lazhañ, gant ar c'hleze, ar gordenn pe ar pistri, an darn vrasañ eus ar briñsed diwar-dro, ken na voe anvet dug Romagna en 1501.
D'an 31 a viz Kerzu 1502, e pedas un nebeud pennoù brezel da gastell Senigallia hag e lazhas anezho. Pa varvas e dad e 1503, e voe bac'het gant ar pab nevez Jul II, enebour touet d'e diegezh, ma rankas daskoriñ e gastilli. Pa voe divac'het e voe harzet gant ar Spagnoled ha kaset da roue Spagn en doa miret greunenn outañ.
Tec'hel a eure, ha klask repu e ti e vreur-kaer, Yann III Navarra, roue Navarra. Brezeliñ a reas evitañ ha lazhet e voe e seziz Viana (e Navarra) e 1507.
Kalz a dorfedoù zo bet tamallet dezhañ en e amzer, goude ma ne gred ket an holl istourien e oa kiriek d'an holl anezho.
Dre garantez ouzh e c'hoar Lucrezia eo en dije lazhet un toullad gwazed karet ganti, pe roet urzh d'o lazhañ, hag en o zouez:
Kontet e voe ivez en doa pe gwallet ha brazezet e c'hoar, pe brazezet anezhi hepken (hep dezhi enebiñ). Kement-se a veze lakaet ivez war-gont e vreur pe war gont o zad ar pab.
Kontet e vez gant lod arbennigourien war istor an arz e oa deuet da vezañ ur c'hiz gant livourien an amzer da boltrediñ ar C'hrist gant tresoù Cesare Borgia. Alese e teu ar c'hiz d'ober un den barvek anezhañ.