Dôris (Δωρίς e henc'hresianeg) a oa merc’h da Okeanos ha Thetis, ha gwreg da Nereüs, a oa breur dezhi. Mamm e oa d'an Nereidezed, a oa hanter-kant anezho. Unan eus doueezed ar mor eo eta. Moereb e oa ivez da Atlas, an Titan en devoa da zougen an oabl war e zivskoaz peogwir e oa c'hoar d'e vamm, Klymene.
A-wechoù e vez graet anv anezhi evel pa vije ar mor anezhi