Frank Bodenes, bet ganet d'ar 16 Ebrel 1969 e Brest, zo ur skrivagner hag un troour brezhonek. Bevet en deus e Lambezelleg e-pad e yaouankiz ha klevet brezhoneg bemdez pa 'z ae e vamm hag e dad kenetrezo er yezh o doa desket war barlenn o mammoù, e Plougin evit e vamm hag er C'hrouaneg evit e dad. Bet eo kelenner war ar saozneg e Pikardi hag e Breizh.
Kelenn a ra brezhoneg e staj Ar Falz, hag e Plouezoc'h abaoe 2023. Dimezet eo bet da Gatia Bodenes, bet renerez Sked, e Brest.
Embannet en deus danevelloù ha barzhonegoù e Brud Nevez, Al Liamm ha Ya!.
Skrivet en doa pennadoù tost bep sizhun e-barzh Ya! er bloavezhioù 2010.