Giuseppe Arcimboldo (pe Arcimboldi pe Arcimboldus) zo ul livouritalian, ganet e 1527 e Milano ha marvet eno e 1593. Brudet eo e daolennoù gant frouezh pe legumaj aozet da stummañ poltredoù.
E vuhez
En un tiegezh livourien e oa ganet e 1527 e Milano. Pa oa 22 vloaz e laboure gant e dad war-dro iliz-veur Milano. Ober a reas tresadennoù war gartoñs evit ar gwer-liv. Goulennet e voe outañ, gant Ferdinant Bohemia, ober pemp skoed-ardamez evit an iliz-veur. Un tamm brud a dapas gant se.
Galvet e voe da vont da Braha en 1562 da labourat evit Ferdinant ha poltrediñ e diegezh. Meur a livadur klasel zo bet lakaet war gont Arcimboldo, hag ar brudetañ eo Poltred Massimilian II Habsbourg hag e diegezh, livet war-dro 1563, met n'eus netra sur. Gant an tiegezh e chomo betek 1587.
Un tamm war-lerc'h kregiñ da labourat evit Ferdinant e stagas Giuseppe Arcimboldo da livañ an heuliad kentañ eus ar "pevar amzer" en e zoare souezhus ha hep e bar, pa aoze dremmoù an dud gant legumaj ha frouezh, , da skeudenniñ an Nevezamzer, an Hañv, an Diskar-amzer, ar Goañv, an Amiral, Al Levraoueger ha poltred an impalaer Rudolf II dindan neuz an doue roman Vertumnus.
Primavera, (1563), Estate (1563), Inverno (1563), Il Fuoco, (1566), L'Acqua (1563-1564), eoullivadurioù war goad, Kunsthistorisches Museum, Vienna
Primavera, eoullivadur war lien, Real Academia de Bellas Artes de San Fernando, Madrid
Il Bibliotecario, (1566), eoullivadur war lien, L'Avvocato, (1566), eoullivadur war lien, Ritratto di Rodolfo II in veste di Vertunno (1591), eoullivadur war lien, Skoklosters Slott, Stockholm
Ortaggi in una ciotola o l'Ortolano, eoullivadur war lien, Museo Civico Ala Ponzone, Cremona
Autoritratto (~1575), tresadenn, Narodni Gallery, Prague
Carnet di Rodolfo II, 148 tresadenn, Cabinet des estampes et dessins des Uffizi, Firenze
Autoritratto cartaceo (L'uomo di lettere), (1587), tresadenn, Cabinet des estampes et dessins du Palazzo Rosso, Genoa
E oberennoù
Primavera, Estate, Autunno, Inverno, (ar pevar amzer), a zo eoullivadurioù graet e 1573 hag a c'haller gwelout e mirdi al Louvre, e Pariz.
(it) Simonetta Venturi, Arcimboldo; (fr), Ed. Celiv, Paris (1990) ISBN 2-86535-028-2
(fr) Caroline Blanc, Arcimboldo, Gamma jeunesse, Tournai (1993) ISBN 2-7130-1538-3
(fr) Claude Delafosse, J'observe les portraits d'Arcimboldo, Gallimard jeunesse, Paris (1999) ISBN 2-07-052738-7
(de) Kriegeskorte, Werner, Giuseppe Arcimboldo : 1527-1593 Taschen (1993) ISBN 3-8228-0158-5
(fr) Boulicaut-Duffau, Catherine, Arcimboldo et Flaubert. Lecture du portrait "La Terre" de Giuseppe Arcimboldo, Nouvelle revue pédagogique, 11/2001, 2001/02-03