Iskevrennad eus | Relijionoù India, folk religion, relijion stad |
---|---|
Deiziad krouiñ | talvoud dianav |
Anv er yezh a orin | हिन्दूधर्मः |
Anvet diwar | Indus |
Lec'h | worldwide |
Lec'h diazez | Sindh |
Foundational text | Veda |
Raklec'hiet gant | historical Vedic religion |
Heuliet gant | Boudaegezh, Jainegezh, Sikhegezh |
Levezonet gant | historical Vedic religion, Dravidian folk religion |
Studiet gant | Hindu studies |
Hashtag | hinduism |
Dezverket dre | Liesdoueegezh, Pantheism, reincarnation, karma |
Istor | history of Hinduism |
Stack Exchange site URL | https://hinduism.stackexchange.com |
Arouezenn Unicode | 🕉️ |
An Hindouegezh (Sañskriteg: हिन्दू धर्म, Hindū Dharma, a vez graet ivez |सनातन धर्म, Sanātana Dharma) anezhi, a zo ur relijion a orin eus Indez. Dindan an anv-se e lakaer kalz traoù disheñvel, kredennoù, obererezh, skridoù pe anvioù. An darn vrasañ eus an Hindoued a gred en ur spered eus ar bed a reont Brahman anezhañ hag a azeulont e meur a stumm, skeudennet ma'z eo gant doueed evel Vichnu, Chiva ha Chakti. E-barzh an hindouegezh ez eus kant tra d'ober, da anavezout ar spered a zo e pep lec'h ha d'an den da anavezout e natur-eñ e-unan.
An trede relijion vrasañ er bed eo an hindouegezh. E 2005 e konted tost d'ur miliard a feizidi, 890 milion anezho o chom en India.
Ar broioù all enne kalz a hindoued zo Nepal, Bangladesh, Pakistan, Sri Lanka, Indonezia, Malaysia, Singapore, ar Rouantelezh Unanet, Kanada hag ar Stadoù-Unanet. N'eus nemet ur vro, Nepal, he deus lakaet an hindouegezh da relijion ofisiel.
Gwelet e vez an hindouegezh evel ar c'hoshañ relijion war an douar, N'he deus ket, evel ar relijionoù all, un diazezer hepken,.
Diazezet eo war un toullad skridoù relijiel savet a-hed ar c'hantvedoù, enne alioù speredel ha reolennoù evit ren ur vuhez relijiel. e-touez ar skridoù-se emañ ar Veda, ar re goshañ. A-hend-all e ranker menegiñ an 18 Purana Ha barzhonegoù ar Mahabharata hag ar Ramayana. Ar Bhagavad Gita, a zo ul lodenn eus ar Mahabharata, a zo ur skrid studiet kenañ dre ma tastum kelennadurezh speredel ar Veda.