E 1803, ar c'himioursaoz Smithson Tennant a lakaas platin da zileizhiñ en dour real (HNO3 + 3HCl), ha merzout a reas e chome darn eus ar metal hep dileizhiñ. Heñvel a oa c'hoarvezet gant kimiourien all c'hoazh, o devoa lavaret e oa grafit eus an nemorant. Smithson Tennant e soñjas dezhañ e oa un dra bennak all koulskoude, ha dre arnodiñ gant trenkennoù ha bazennoù e teuas a-benn da rannañ an nemorant e div elfenn vetalek nevez, a anvas iridium hag osmium.
Eus hini Iris (doueez), doueez Hellaz ar ganevedenn, e teu anv an iridiom en abeg da livioù e haloù.
Pelloc'h eget S. Tennant ez eas ur strollad kimiourien, ar Saoz Sir Humphry Davy en o zouez, pa zeujont a-benn e 1813 da brouiñ e c'hall an iridiom teuziñ evel ar metaloù all dre e lakaat en ur red-tredan galloudus ganet gant ur niver bras a zaspugneroù.
Ur metal kalet-kenañ liv an argant eo an iridiom. An eil elfenn stabil stankañ eo, goude an osmiom. Puzuilh eo daoust d'e zouester.
Kimiek
Ar metal diaesañ da zaskrignat eo an iridiom, zoken e gwrezverkoù ken uhel ha 2 000 °C e talc'h ouzh an dour real (HNO3 + 3Hcl), an trenkennoù, ar metaloù all en o stumm teuz, ar silikatoù. Gant halogenoù, ar fluor dreist-holl, ha lod haloù evel NaCN ha KCN e c'hall bezañ daskrignet koulskoude.
Kalz dazgweredusoc'h eo an iridiom en e stumm bruzunet-tanav, tu zo da lakaat tan da begañ ennañ.
Izotopoù
Daou izotop naturel zo d'an iridiom, Ir-191 (37,3 % eus an Ir a gaver war an Douar) hag Ir-193 (62,7 %). Tremen 30 skinizotop zo bet kevanaozet, er skalfad 164Ir — 199Ir, an hini stabilañ o vezañ Ir-192 gant un hanter-vuhez a 73,827 devezh.
Abalamour d'e galeter ha d'e harzder ouzh an daskrignat e gwrezverkoù uhel ez implijer an iridiom war meur a dachenn. Alies e vez kendeuzet gant platin, titaniom pe osmiom.
Ijinerezh gwiadel : da fardañ neudennerezioù a-benn kenderc'hañ gwiadoù graet diwar neudennoù mezel pe gelluloz evel fals-sidan (nilon, reion hag all).
Egorlistri : iridiom zo bet arveret evit endelc'her an trelosk plutoniom-238 e ganeroù gwreztredanel dre skinizotopoù an egorlistri Cassini, Galileo, New Horizons, Pioneer, Viking ha Voyager.
Skiantoù : 90 % platin ha 10 % iridiom eo stalon etrebroadel ar c'hilogramm. Ur gwiskad iridiom zo war melezourioù ar pellsellerioù dre skinoù X evel re an egorpellseller Chandra X-Ray Observatory bet bannet gant an NASA e 1999. Enep-protonoù a genderc'her dre vannañ protonoù war palioù iridiom, a zo stabiloc'h eget wolfram evit an arver-se.
CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory(en) Liamm oberiant 26 HER 12