Kerneveureg Kernowek | |
---|---|
Digresk ar c'herneveureg etre 1300 ha 1750 | |
Distagadur | kəɾˈnuːək • kɛɾˈnɛwɛk |
Riez | Rouantelezh-Unanet |
Rannvro | Kernev-Veur |
Steuziadur | Tebek : 26 Kerzu 1777 († Dorothy Pentraeth) |
Nevezadur | • 20 kerneveureger "a-vihanik" e 2000 • Yezh pennañ 557 den e 2011 |
Yezherien | ~ 3 500 |
Familh-yezh | Yezhoù indezeuropek
|
Stummoù | SWF Standard Written Form (Furv Skrifys Savonek) |
Lizherenneg | Latin |
Statud ofisiel | |
Anavezet gant ar Rouantelezh-Unanet d'ar 17 Kerzu 2002 | |
Akademiezh | Keskowethyans an Taves Kernewek |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | kw |
ISO 639-2 | cor |
ISO 639-3 | cor – Kerneveureg a-vremañ cnx – Krenngerneveureg oco – Hengerneveureg |
Kod SIL | COR |
Glottolog | corn1251 |
Obs. Ling. | 50-ABB-a |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh |
Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg.
Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an XVIIIvet kantved a-raok mont da get, met adalek an XXvet kantved e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an deiz, hag er bloavezh 2002 e voe anavezet ez-ofisiel evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet, hervez Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver.
Ur gevredigezh, Keskowethyans an Taves Kernewek ("Kevelerezh ar Yezh Kerneveurek", Cornish Language Partnership e saozneg), a laka ar yezh da vont war-raok er gevredigezh a-vremañ.
E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar rouedad skolioù divyezhek Dalleth ("Kregiñ") e Kernev-Veur.
Kerneveureg zo en ul lodenn eus lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.
E 1935, ar BBC e Plymouth a skignas un ton anvet Bo Goth agan Tasow kanet gant laz Austol, Kernow. Dianav-krenn e oa ar c'herneveureg d'an darn vuiañ eus ar selaouerion ; evel kembraeg distaget fall e oa e skouarn an nemorant anezho. Kent ar saozneg koulskoude e veze komzet yezhoù predenek e Breizh-Veur.
Er c'hentañ milved KAB e voulc'has ar Gelted aloubiñ Preden, eleze Enez Vreizh, hag hollbredenek e oa pan erruas ar Romaned e 43 AB.
E mervent an enez dreist-holl e rejont o annez, betek Exeter, hep aloubiñ Kernow. Kembre ha Bro-Skos ne aloubjont ket ivez, goude klasket meur a wezh evelkent. E kreiz ha reter an enez en em veskas al latin gant ar predeneg.
E deroù ar Vvet kantved ez eas ar Romaned kuit, ha Saksoned a voulc'has aloubiñ an enez d'o zro. A-hed ar Vvet hag ar VIvet kantvedoù e tec'has strolladoù bras a Gelted predenek d'ar c'hevandir, kalz anezho o klask repu en Aremorica.
Heñvel eo yezh annezidi Aremorica ouzh hini an dud a zeue eus Kernow hag eus Kembre – brezhonegerion e oant-holl ; lod eus an divroidi a zibabas em staliañ pelloc'h, e-touez Kelted all ivez a-hed aod hanternozel al ledenez iberek, e Galiza hag Asturies a-vremañ.
Kelted a chomas en Enez Vreizh evelato ; eus Kernow ha Devon e paotjont a-dreuz Kembre betek Cumberland ha Linne Chluaidh, al lec'h hanternozelañ ma voe komzet predeneg (gwelit Dùn Breatann, "kreñvlec'h ar Vretoned").
Kevrediñ a eure ar Gelted e-tal ar Saksoned, hogen faezhet e voent da vat ha da viken en Emgann Winvaed e 655. Etre teir lodenn e voe rannet ar Gelted goude-se :
"kenvro", hag a voe anvet Weahlas, "bro an estrenion" gant ar Saksoned, alese Wales ;
Abalamour d'an disrann douaroniel-se e krogas ar yezhoù predenek da ziforc'hekaat.
Beuzet er yezhoù romanek abaoe an Xvet kantved eo bet predeneg an divroidi a oa aet d'al ledenez iberek ; lonket gant gouezeleg Skos hag ar saozneg e voe predeneg Cumbria en XIvet kantved.
Predeneg Aremorica — ar brezhoneg — e emdroas drezhañ e-unan ; predeneg Cymru — ar c'hembraeg — a grogas da vleuniañ gant ul lennegezh pinvidik-tre ; en Hanternoz Kozh e voe skrivet ar varzhoneg "kembraek" kentañ, a oa e predeneg e gwirionez, ha dres en hevelep yezh hag an hini a gomzed e Kernow.
Eus an IXvet kantved avat eo an testeni kerneveurek kentañ, ar bomm ud rocashaas, " a argarzh al lec'hioù teñval", ur spisc'her war un eilskrid eus De Consolatione Philosophiae ar prederour roman Boethius (~480-524), ar pezh a ziskouez e oa pouezhus perzh ar c'houizieion gerneveurat e sevenadur lez ar roue Ælfred Micela.
Er bloaz 927 e voe skarzhet Kerneveuriz eus Exeter gant ar roue Æthelstan ; Hywel, roue Kernow, a asantas paeañ truaj, hag e 936 e voe lakaet ar stêr Tamer da harzoù ofisiel etre Kernow ha Wessex. En desped da gement-se, Æthelstan ne lezas ket Kerneveuriz e peoc'h : kentañ tra a reas e voe erlec'hiañ ar sevenadur sakson ouzh an hini keltiek er manatioù — hep mar ebet e voe distrujet kalz dornskridoù hengerneveurek, pa ne gaver skrid ebet eus ar mare-se.
Menegoù kerneveurek zo bet kavet en un dornskrid eus an Xvet kantved anvet St Petroc Gospels ("Avieloù sant Petrek") ha Bodmin manumissions ("frankizadurioù Bosvenegh") ; e marzhoù ar skrid e latin e voe enrollet frankizadur sklaved e kerneveureg. Ar skrid kerneveureg nemetañ eo a zo kent da aloubadeg Enez Vreizh gant an Normaned e 1066.
E 1153-1154 e skrivas al lenneg Jowann Kernow (Iohannes Cornubiensis ha Iohannes de Sancto Germano e anvioù latin) ur varzhoneg anvet Prophetia Merlini, a zisklêrias bout un droidigezh eus un dornskrid kerneveurek bet kollet.
E-tro ar bloaz 1200 e voe aozet ar c'hentañ geriaoueg latin-kerneveurek, Vocabularium Cornicum ; hervez ar yezhoniour Kenneth H. Jackson ez eo skrivet en ur yezh a c'heller lakaat etre an hengerneveureg hag ar c'hrenngerneveureg. Ur rann eus ul labour brasoc'h eo, anvet Cotton MS Vespasian A XIV.
E dielloù eskopti Exeter, ma oa bet John de Grandisson eskob adalek 1327 betek e varv e 1369, ez eus meneget un tabut e parrez St Buryan : ar barrezidi a renk uhelañ a glemme e galleg, ar re all e kerneveureg, troet e galleg gant Henry Mars(e)ley, rektor parrez Lannyust.
Lod beleion saoz ne brezegent e Kernow nemet e latin, e galleg pe e saozneg : mar felle d'ar feizidi kompren e rankent deskiñ ar yezh ; e 1335 avat, ur breur Roger eus Truru a voe aotreet da brezeg e kerneveureg, hag ur breur John eus Bosvenegh da ober e kerneveureg hag e saozneg ; e 1339 e voe aotreet ur parrezad e St. Merryn nes Lannwedhenek da skoazellañ ar vikel da "skignañ Komz Doue en iliz-se e kerneveureg".
E-keit-se edo ar C'hallaoued o klask peurlazhañ kement yezh a oa en Enez Vreizh. Galleg an Normaned e oa yezh ofisiel ar rouantelezh, ar saozneg hag ar yezhoù all a veze lakaet da vrizhyezhoù ar chaokerion plouz ; darbet e voe d'ar saonezg mont da get.
Hervez un dekred e kêr Oxford e 1325 e ranke an holl gendivizoù eno bout e latin pe e galleg ; ul lezenn er Parlamant e 1331 a zekredas e oa hollret kelenn ar galleg d'an holl vugale skoliataet. Emsavadeg a voe kent kreiz ar c'hantved, o c'houlenn ma vije ar saozneg kenofisiel ; gant Kerneveuriz kerneveuregerion vrudet avat e oa lusket an emsavadeg-se : an holloueziadurour John of Trevisa, ar yezhadurour John of Cornwall hag ar c'helenner Richard Pencrych. Buan a-walc'h e voe distroadet ar galleg, pa ne veze kelennet nemet e saozneg er skolioù e 1385. E 1413 e voe ofisiel el Lez.
Dre saveteiñ ar saozneg, an tri C'herneveurad o devoa boulc'het lazhañ o yezh dezho. Saozneg e-lec'h galleg an Normanded a veze komzet gant an uhelidi e Bro-Saoz, ha tamm-ha-tamm e voe graet heñvel e Kernow ar Reter. Ar vourc'hizien a yeas d'o heul, ha dizale ne voe nemet an dud vunut o komz kerneveureg hepken. Troerion a veze rekis alies. Kreñv a-walc'h c'hoazh evelato e chome ar yezh e deroù ar XVvet kantved : kerneveureg hepken a veze komzet e kornôg ar vro, saozneg hepken er biz, divyezhek e oa an nemorant eus an dud — ha pa vez divyezhek an dud ne vezont ket pell o tilezel ar yezh na glot ket gant ar c'henwerzh.
Da vare deroù ren Henry VIII of England (1509) e oa emdroet an hengerneveureg e oa e krenngerneveureg, evel m'en diskouez an dornskrid Harley MS 1782, Pascon agan Arluth, ur varzhoneg eus ar XVvet kantved e 259 foz a-zivout Pasion Jezuz ; hennezh eo ar c'hoshañ skrid kerneveurek a zo deuet betek ennomp, hag an hini nemetañ a zo enlivet.
Er XVvet ha XVIvet kantvedoù e voe ar c'herneveureg en e varr, evel m'en diskouez an niver a skridoù a zo bet miret : barzhonegoù dreist-holl, ha pezhioù-c'hoari relijiel a veze diskouezet dindan an amzer dre an dugelezh a-bezh evit kelenn ar Bibl da Gerneveuriz en o yezh, rak latin pe saoznek hepken e oa al levrioù. Biskoazh ne voe troet ar Bibl e kerneveureg, padal e oa bet graet e kembraeg hag en iwerzhoneg.
Brezelioù an Div Rozenn (22 a viz Mae 1455 – 16 a viz Mezheven 1487) a bouezas ivez war ar c'herneveureg, rak kalz uhelidi eus Kernow a gemeras perzh er c'hadoù, ma voent lazhet pe riet eus o danvez, ar pezh a lakaas uhelidi saozon d'em staliañ e Kernow ; rediet e voe o implijidi da saoznegañ, hag izelaet e voe an dud na ouient nemet kerneveureg : ret e oa gouzout saozneg evit sevel er gevredigezh.
Ne voe ket kemmet an traoù gant an Azginivelezh hag ar moullañ, e saozneg e veze kelennet ha netra ne veze moullet e kerneveureg, a chome brizhyezh ar re zizesk hag ar beorion. Hep marebet, ur ramparzh enep peurvougadur ar yezh e voe ar pezhioù-c'hoari, Pascon agan Arluth o vout unan eus ar re goshañ anezho.
An Ordinalia eo brasañ labour ar mare, tri fezh ennañ ha 8734 linenn en holl : Origo Mundi (2 846 linenn), Passio Christi (3 242 linenn) ha Resurrexio Domini (2 646 inenn) ; kerneveurek eo ar skrid, ha latin al leurenniñ.
E 1504 e voe echuet gant Dominus Radulphus Ton skrivañ ar pezh-c'hoari Beunans Meriasek a-zivout buhez Meriadeg ; ar pezh-c'hoari predenek nemetañ a zo deuet betek ennomp eo.
Er bloaz 1547, ar roue Edward VI a zekredas e ranke The English Book od Common Prayer, levr-liderezh ofisiel Iliz Bro-Saoz bet krouet nevez a oa (1534), bout degaset da Gernow ; hollret e oa skarzhañ kement boaz keltiek, ha pa vije bet azasaet gant an Iliz katolik roman, hag ar yezh keltiek da-heul. Emsavadeg a voe e 1548, hag un armead 6 000 den a dreuzas ar stêr Tamer hag a lakaas seziz war Exeter m'edo an eskopti saozneger. Faezhet e voe Kerneveuriz daousy d'o c'halonegezh bout bet anavezet gant ar Saozon, kondaonet d'ar marv e voe o renerion, hag ar saozneg a voe lakaet da rekis en holl dachennoù ar vuhez e Kernow. Ur sinadeg e 1560 evit ma vije troet ar Bibl e kerneveureg a voe nac'het. heskinet e voe ar gristenion gatolik er vro, ar pezh a dorras pep liamm etre Kerneveuriz ha Bretoned : goude 1560 ne gaver mui anv breizhat ebet e marilgoù ar parrezioù kerneveurat, daoust da Gerneveuriz bout bet katoliked kent dekred Edward VI.
Goude-se e voe graet al lu gant ar c'herneveureg er pezhioù-c'hoari ; e deroù ar XVIIvet kantved ne chome nemet un dornad tud ha ne ouient nemet kerneveureg, war-bouez e penn pellaén ar vro, kostez Porth Ia, Lujuan, Zennor ha Pedn an Wlas
A-hed ar XVIIvet kantved ez eas stad ar c'herneveureg war washaat. Un oberenn lennegel gerneveurek hepken eus ar c'hantved-se zo bet miret : Gwreans an Bys, "Krouidigezh ar Bed", bet skrivet e 1611 diwar an Origo Mundi bet meneget amañ a-uc'h.
E dibenn ar c'hantved, un nebeud lenneien a sante edo ar c'herneveureg war-nes mont da get en em vodas evit studiañ ar yezh hag he lennegezh ; meur a abeg a gavjont d'an diskar : diouer a zanvez lennegel nevez, koll an darempredoù etre Kernow ha Breizh, koll ar mojennoù hag an hengoun treuzkaset a rumm da rumm dre ar yezh, disgasted Kerneveuriz e-keñver o sevenadur ha da get e oa aet an abadennoù c'hoariva relijiel. Lod lenneion kostez Pennsans avat a glaskas saveteiñ ar yezh hag he c'has war-raok dindan ren John Keigwin (1641-1716) ; ganto e voe boulc'het treiñ ar Bibl evit astommañ an dud ouzh o yezh dre ar relijion, ha krennlavaroù ha lavarennoù ar pemdez a zastumjont ivez. Adwelet Pascon agan Arluth hag an Ordinalia a rejont.
Er strollad-se edo John ha Thomas Boson eus Lulynn, a oa bet desavet e kerneveureg ha lakaet d'e studiañ pizh gant o zad Nicholas Boson (1624-1708) ; gantañ e voe aozet an daou skrid kerneveurek nemeto eus ar XVIIvet kantved a zo deuet betek ennomp : Nebbaz Gerriau dro tho Carnoack ("Un nebeud gerioù a-zivout ar c'herneveureg") ha Jowan Chy-an-Horth, py, An try foynt a skyans ("Yann Chy-an-Horth, pe, An tri foent a skiant")
En eil hanterenn ar XVIIvet kantved (1676) e varvas e Godhyan, e-tal Porth Ia a-dreuz ar pleg-mor, ur vaouez anvet Cheston Merchant oadet 64 bloaz ; meneget eo e marilh ar parrez ne ouie nemet kerneveureg, ar pezh a ziskouez e oa bet kavet iskis ne oa ket bet divyezhek. Dre ziouer a lennegeh kerneveurek ha dre forzh drevezañ ar Saozon o devoa Kerneveuriz kollet pep santad broadel ; ne veze mui komzet ar yezh d'ar vugale, gant ma ont ma vijent "nammet" er gevredigezh.
Buan ez eas implij ar yezh war ziskar adalek deroù an XVIIIvet kantved : e 1700-01 e voe ar yezhour Edward Lhuyd e Kernow, ma kontas 25 parrez hepken ma oa ar c'herneveureg yezh-vamm an dud, an holl anezho etre Pedn an Wlas hag An Lysardh (Lizard Point) ; merkañ a eure ne veze komzet ar yezh gant ar vourc'hizion "peogwir ne oa ket ezhomm, rak an holl Gerneveuriz a oar saozneg.". E Porth Ia 1722 ne veze komzet nemet gant ar besketaerion hag ar vengleuzerion.
Al lenneg kerneveurat William Borlase (1695-1772) a embannas e 1754 en e Antiquities of Cornwall ur c'heriaoueg kerneveurek peogwir e felle dezhañ "ober un dra ziaes-tre : adkavout ur yezh kollet".
Er bloaz 1746, an amiral Samuel Barrington a gasas gantañ ur martolod kerneveureger da Vreizh ; war an distro e skrivas d'e vreur an istorour Daines Barrington (1727/28-1800) e voe komprenet diouzhtu ar martolod gant Breizhiz. An istorour e-unan a yeas e 1768 da atersiñ Doaryte Pentreath (~1692-1777) e Porthenys, ha diwar e zanevell e teu ar vojenn a gont e vije bet an it. Pentreath an den diwezhañ o c'haout ar c'herneveureg da yezh-vamm. Meur a zen a zisklêrias bout kerneveuregerion goude marv D. Pentraeth, en o zouez an ao. Thompson eus Truru a skrivas unan eus tri bezkrivadur an it. Pentreath (e saozneg).
E 1790 e voe embannet Archæologia Cornu-Britannica William Pryce (1735-1790) m'emañ yezhadur ha geriaoueg fonnus E. Lhuyd, ha meur a skrid kerneveurek ouzhpenn. Peogwir en devoa W. Pryce lakaet labour E. Lhuyd dindan e anv-eñ e voe tamallet dezhañ bout ur goubreizher gant ur studier war an euskareg, ar brezhoneg hag ar c'herneveureg, ar priñs Louis-Lucien Bonaparte (1813-1891) Talvoudus-kenañ e oa bet labour spis W. Pryce koulskoude, rak diwarnaén e c'hallas al lenneg Edwin Norris (1795-1872) embann e 1859 div levrenn an Ancient Cornish drama, da lavaret eo an Ordinalia e kerneveureg hag e saozneg.,
An Dispac'h Greantel a ziorroas mengleuzioù e Kernow, ar pezh a gasas ar c'herneveureg da get pe dost : den ne zalc'he soñj anezhi er c'hêrioù brasoc'h-brasañ ha pinvidikoc'h-pinvidikañ, an hentoù-houarn hag an hentoù nevez a zegasas mui-ouzh-mui a Saozon, ha Kerneveuriz o-unan a zisoñjas o yezh hag o sevenadur evit doare. Kalz gerioù kerneveureg a chomas e saozneg Kernow evelato.
Nemet ez eus bet renablet kerneveuregerion a-vihanik a-hed an XIXvet kantved gant lenneion, Robert Williams (en devoa kavet an dornskrid Beunans Meriasek) ha Frederick W. P. Jago en o zouez. Gant R. Williams e voe embannet Lexicon Cornu-Britannicum e 1865, ur geriadur kerneveureg-saozneg gant heñvelsterioù e kembraeg, brezhoneg, iwerzhoneg, gouezeleg Skos ha manaveg ; F. Jago a embannas ur geriadur kerneveureg-saozneg e 1887.
Pouezus-kenañ e voe labour al lenneion-se, hogen nebeut a verzh a reas er-maez eus metoù o c'henseurted abalamour d'an enkadennoù armerzhel a sankas Kernow er baourentez adalek kreiz ar c'hantved : diezhomm e oa ar mengleuzioù, rak marc'hatmatoc'h e oa enporzhioñ staen pe ]] eus lec'hioù all en Impalaeriezh Breizh-Veur, kudennoù bras a voe gant gounezerezh ha peskerezh ar vro er bloavezhioù 1870. Pysk, sten ha cober !
("Peskes, staen ha kouevr !") e oa yec'hedoù hen Kerneveuriz ; da Pri Sina ha touristed !
e oa troet er bloavezhioù 1920.
Ny a-yl gweles hag aswon bos an tavas kernewek tavas coth, ha trueth yu y-vos kellys.
Ni a c'hall gwelet hag anzav ez eo ar yezh kerneveurek ur yezh kozh, hag un druez eo e vefe kollet– Peter Beresford Ellis, The story of the cornish language, p. 1
A-c'houde penn-kentañ an XXvet kantved ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh-se da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale er skolioù kentañ-derez hag er skolioù eil-derez. Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg.
C'hwec'h doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz.
Nac'hañ a ra kerneveuregerien zo ober gant Kernewek Kemmyn, sañset "re vrezhonek" hervezo.
Hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg eo ereadurezh ar c'herneveureg. Hañval ouzh hini ar brezhoneg eo ar fonetik ivez, met henaekoc'h eo. Ar gerioù zo dishañvaloc'h ; neoazh, gerioù ar c'herneveureg zo hañvaloc'h ouzh re ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg ; bout zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg ar Grennamzer pe an amzer a-vremañ) zo c'hoazh ivez.
Tays ha mab han speris sans |
Tas ha Map ha'n Spyrys Sans |
Tad ha Mab ar Spered Santel |
Pwyll Pensevyk Dyved o arluth war seyth keverang Dyved. Hag ef ow tryga yn Arberth, y ben-lys, whans o dhodho mos helghya. An ran a'y dyr a vynna helghya o Glyn Cuch, ha'n nos-na ef eth war y hens a Arberth ha dos bys dhe Llwyn Diarwyd. Hag ena y fu an nos-na. Ha ternos, yn yowynkneth an jeth, sevel a wruk ha dos dhe Lyn Cuch, rak dyllo y gun y'n cos. Y whethas an corn ha dalleth an helva, ha holya y helgun, ha kelly y gescowetha. Hag ef ow colsowes orth lef y vagas-hel, y clewas lef nep bagas aral hag y nyns ens unlef, hag yth esens ow tos erbyn y vagas-ef. | Hag ef a welas lanergh y'n cos, o leven y don. Ha pan dheth y helgun dhe vyn an lanergh, ef a welas carow arak an bagas-hel aral. Hag yn ogas dhe gres an lanergh, otena'n bagas esa war y lergh ow talghenna ynno ha'y dewla dhe'n dor. Ena y fyras orth lyw an cun, hep predery a vyras orth an carow. Hag a'n helgun oll re welsa y'n bys, bythqueth ny welsa cun o unlyw gansa-y. Ha'ga lyw o gwyn golow splan ha'ga dywscovarn o cough. Ha kepar del derlentry gwynder an cun yndella y terlentry coughter aga dywscovarn. Gans henna ef a gerdhas dhe'n cun ha chassya dhe ves an re na a lathsa an carow, ha bosa y gun y honen war an carow. |
Brezhoneg | Kerneveureg (Kernewek Kemmyn) |
Kerneveureg (FSS) |
Kembraeg |
---|---|---|---|
Butuniñ | Megi | Megi | Ysmygu |
C'hwibanañ | Hwibana | Hwibana ~ Whibana | Chwibanu |
Er-maez | Yn mes | Yn-mes | Allan/Mas |
Gavr | Gaver | Gaver | Gafr |
Genoù | Ganow | Ganow | Genau |
Gwenanenn | Gwenenenn | Gwenenen | Gwenynen |
Gweuz | Gweus | Gweus | Gwefus |
Gwiñver | Gwiwer | Gwiwer | Gwiwer |
Hiziv | Hedhyw | Hedhyw | Heddiw |
Kador | Kador | Kador ~ Cador | Cadair |
Keuz | Keus | Keus | Caws |
Kouezhañ | Koedha | Kodha ~ Codha | Cwympo |
Niver | Niver | Niver | Rhifyn |
Perenn | Perenn | Peren | Peren |
Skol | Skol | Skol ~ Scol | Ysgol |
Sterenn | Sterenn | Steren | Seren |
Ti | Chi (KN: ) | Chi ~ Chei | Tŷ |
Deskiñ | Desky | Dysky | Dysgu |
Briel ha mata... tressa... peswara... pympves... hweghves... seythves... |
Ur brezhell hag e vignon... trede... pevare... pempvet... c’hwec’hvet … seizhvet … |
My ny vynnav kewsel Sowsnek !"Me ne vennan (ket) kaozeal saozneg !" e veze kustum da lavaret.
|
Pennadoù kar:
Yezhoù keltiek · Yezhoù gouezelek · Brezhoned · Enez Vreizh · Rouantelezhioù brezhon · Hanternoz Kozh
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |