Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Marcel |
Deiziad ganedigezh | 21 Eos 1881 |
Lec'h ganedigezh | Kaodan |
Deiziad ar marv | 1967 |
Tad | Pierre-Paul Guieysse |
Breur pe c'hoar | Charles Guieysse, Jules-François Guieysse |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Karg | sub-prefect of Sarlat-la-Canéda, sub-prefect of Vire |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh |
Kleñved | dallentez |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Marcel Charles Guieysse, brezhonekaet e Marsel Guieysse, bet ganet d'an 21 a viz Eost 1881 e Kervelean Kerentrech e Kaodan (Mor-Bihan, Breizh), hiziv e Lannarstêr, hag aet da Anaon d'an 8 a viz C'hwevrer 1967 d'an oad a 86 vloaz e Vitry-sur-Seine (Val-de-Marne a-vremañ, Bro-C'hall) a oa ur broadelour breton.
Mab e oa da Pierre-Paul Guieysse, ministr an trevadennoù etre 1895 ha 1896, Kannad radikal ha republikan eus Bro Gwened, isprefed Sarlat ha goude-se e Vire (Calvados) etre 1905 ha 1911 ha da Jeanne Louise Aline Marguerite Juif.
Skoliataet eo bet el lise Montaigne ha Louis le Grand, kenderc'hel a ra gant studioù war ar Gwir betek tizhout un Aotreegezh. Mont a raio etrezek studiañ en Institut des Hautes Études.
Eno e studio ar yezhoù keltiek gant Henri Gaidoz ha Joseph Vendryès.
Heuliañ a raio e dad a oa isprefed e Sarlat hag e Vire. Bet eo bet stag da guzulva prefed Seine-et-Oise. Dimeziñ a raio gant Marie Anglas (1878-1976) d'an 21 a viz Ebrel 1904 e ti-kêr ar pempvet arondisamant e Pariz .
E 1907 e voe ganet e verc'h Denise Guieysse a zeuio gant an amzer da vezañ e genlabourerez leal. Rediet ez eo da reiñ he dilez goude un emgann kleze daou-ha-daou gant ur ministr en dije bet kunujennet he zad.
Er bloavezh 1919 e klaskas adpakañ kador he zad er mouezhiadegoù depute met un taol kontell er voger e voe. Sekretour an aferioù estren e kemero perzh evit skrid-emglevioù harz-brezel Kroatia ha Slovenia.
Distreiñ a ra da Vro-C'hall evit kemer perzh e Feur-emglev Versailhez met siwazh dre ma krog da vezañ dall e vezo ret dezhañ paouez gant e hentad melestradurel.
Mont a ra neuze etrezek bezañ penn un ti-kretaat an hini Avenir Familial-Vie. Reiñ a raio ivez kentelioù lennegezh.
Abaoe e studioù e Pariz ez eo tommet ouzh stourm Breizh, kregiñ a ra gant an hent-se e 1925 hag ezel eo eus ar PAB (Strollad Emrenerien Vreiz) e 1929.
Er bloavezh 1936 ez eo e penn skourr Pariz ar PNB (Strollad Broadel Breizh), ur benndudenn eus an Emsav breizhat e teu da vezañ. Embann a ra al levr La langue bretonne: ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle.
D'ar 1añ a viz Genver 1937 gant harp e verc'h Denise Guieysse e ro lañs d'ar gazetenn viziek Peuples et Frontières. Skrivañ a ra enni testennoù e Brezhoneg hag e Saozneg o flemmañ politikerezhioù impalaerour Bro- C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet e-keñver o minorelezhioù.
Etre miz Gouere 1938 ha miz Gouere 1939 e oa e penn ar PNB (Strollad Broadel Breizh) gant Olier Mordrel hag Olier Chevillotte, war ar memes tro ez eo sekretour-teñzorer ar strollad.
E miz Gwengolo 1939 ez eo distro gant e familh da Gaodan e ti orin ar familh Guieysse e Kervelean. Denise e verc'h a zo entanet-bras gant ar stourm evit frankiz Breizh ha gant entan bras e sikour he zad hag a zo sekretour skourr Bro Gwened ar PNB.
Kondaonet da-geñver an "drol a vrezel" e kendalc'ho Marsel Guieysse da vont donoc'h-donañ gant hent ar stourm, ar pezh na blij ket d'an holl, pell alese, ha dreist-holl d'e familh.
Gant Célestin Lainé e vezo krouer ar bagad-gward Bezen Perrot hag a genlabouras gant an Alamanted betek mont d'an emgann a-enep tud ar strouezheg.
Heuliañ a raio leal hag e vuhez-pad e gamaraded Olier Mordrel ha Célestin Lainé memes pa'z aio fall an traoù evit an Emsav.
Bez e voe ar penn nemetañ eus Strollad Broadel Breizh a voe harzet goude ar brezel. Tapet en Alamagn gant an Amerikaned e voe roet d'ar C'hallaoued. Bez e voe an tamallad nemetañ e prosez L'Heure Bretonne d'an 18 a viz Even 1946.
65 bloaz, leal ha sonn e-pad e varnadenn er bloavezh 1946 ne glasko ket tec'hout rak e gablusted. E-pad ar prosez e tifenno uhel an Emsav breton hag ar Bezen Perrot.
War a seblant e klaske bezañ kondaonet d'ar marv ha dont da vezañ ur merzher dre ma oa unan eus pennoù broadelourien Breizh. Kondaonet e vezo da 5 bloaz toull-bac'h, skrapet e vadoù ha divri broadel a-hed e vuhez. Ne voe ket kreñv ar varnadenn dre ma oa dall, klañv ha dre ma oa mab da Pierre-Paul Guieysse.
Dieubet e voe e miz Eost 1948 evit bezañ oberataet e zaoulagad. Distreiñ a raio d'an douaroù familh e Kervelan miz war-lerc'h e miz Gwengolo 1948. Adkavout a ra e wreg hag e verc'h Denise.
Mervel a ra d'an 8 a viz C'hwevrer 1967 e Vitry-sur-Seine e ti e verc'h Denise d'an oad a 86 vloaz.
Ul lod dielloù eus Marsel Guieysse a zo bet degaset d'al levraoueg Yves-Le Gallo Kreizenn ar CRBC (Centre de recherche bretonne et celtique) e Skol-Veur Brest.