Martin Heidegger (26 Gwengolo 1889 e Meßkirch - 26 Mae 1976 e Freiburg im Breisgau), a oa ur prederouralaman. Levezonet e oa gant hengoun an anadennoniezh (fenomenologiezh) eus e vestr Edmund Husserl, gant prederouriezh ar vuhez ivez dre skrivagnerien evel Wilhelm Dilthey pe Søren Kierkegaard, ha fellout a rae dezhañ mont dreist ha pelloc'h gant ur voudoniezh nevez. Diskar prederouriezh ar c'huzh-heol ha ganedigezh ur weledigezh nevez eus ar bed e voe pal pennañ Heidegger.
E 1926 e skrivas e gentañ oberenn vras Sein und Zeit ("Boud hag amzer"), hag a daolas skeudenn gentañ ar Fundamentalontologie savet gantañ. Embannet e voe e 1927.
E kreiz ar bloavezhioù 1930 e krogas ur studi war istor brederouriezh ar c'huzh heol. Graet e voe un dielfennadur burutellerel eus ar skrivagnerien pennañ e keñver ar voudoniezh, an anadennoniezh hag an hermeneutek.
Kalz rendaeloù en deus lakaet e oberenn da sevel. Lod a sell outañ evel unan eus ar brasañ prederourien ar c'hevandir tra ma ne vez gwelet gant lod all en e oberenn ken ur gregaj digomprenus. E zarempredoù gant an ideologiezh nazi o deus talvezet dezhañ kalz tamalloù.
Eurediñ a reas d'an 21 a viz Meurzh 1917 gant Elfride Petri. Tad e oa da zaou vab : Jörg hag Hermann. Brudet eo ivez e zarempred gant Hannah Arendt.
Naziegezh ha heuliadoù
E 1933, pa oa bet dilennet Hitler e penn Alamagn, Heidegger a oa dilennet Rektor eus skol-veur Freiburg ha goude se e lakaas e anv er strollad nazi. Dont a reas e brezegenn gentañ en e garg nevez, ar Rektoratsrede, da vezañ brudet ken-ha-ken. Ne reas ket berzh en e garg avat, hag e kuitas anezhi e 1934 (daoust ma chomas ezel eus ar strollad nazi betek diwezh ar brezel).
Goude ar brezel e oa bet difennet ouzh Heidegger kelenn en Alamagn dre ziviz Aotrouniezh dalc'herezh gall, met torret e voe an diviz-se e 1951, hag e teuas da vezañ kelenner emeritus gant an holl wirioù stag. Kelenn a reas neuze en un doare ingal eus 1951 betek 1958, ha pa veze pedet d'ober betek 1967.
Levrlennadur
Diwar Bout hag amzer
Hubert Dreyfus, Being-in-the-World: A Commentary on Heidegger's Being and Time, Division I
John Sallis (ed), Reading Heidegger: Commemorations, including articles by Robert Bernasconi, Jacques Derrida, Rodolphe Gasché, and John Sallis, among others.
Reiner Schürmann, Heidegger on Being and Acting: From Principles to Anarchy