Pedro Petrone Schiavone (lesanvet Perucho pe l'Artillero), bet ganet d'an 11 a viz Mae 1905 e La Comercial (ur c'harter eus Montevideo (Uruguay)) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Kerzu 1964 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn).
Sed amañ da-heul ar c'hleuboù mell-droad en devoa c'hoariet enne :
Diskouez a reas bezañ ur paler hep e bar : bezañ e voe peder gwech gwellañ goleador Primera División de Uruguay (d'ar mare amatour) ha capocannoniere Seria A italian e 1932 (pemp pal warn-ugent, rampo gant Angelo Schiavio).
Nav gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste etre 1923 ha 1930, ha merket pevar fal warn-ugent.
Kemeret en devoa perzh Pedro Patrone e pevar dalc'h, aet ar maout gantañ dre ziv wech (e 1923 ha 1924), renket da eil e 1927 ha da drivet e 1929. Sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa c'hoariet gant e skipailh broadel :
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
4 a viz Du 1923 | Estadio Gran Parque Central (Montevideo) | Uruguay - Paraguay | 2-0 |
25 a viz Du 1923 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Brazil | 2-1 |
2 a viz Kerzu 1923 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Arc'hantina | 2-0 |
Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant an arc'hantinat Vicente Aguirre.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
19 a viz Here 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Chile | 5-0 |
26 a viz Here 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Paraguay | 3-1 |
2 a viz Du 1924 | Estadio Gran Parque Central | Uruguay - Arc'hantina | 0-0 |
Gant e bevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg ha, kement hag ober, dilennet e voe da wellañ c'hoarier ivez.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
6 a viz Du 1927 | Estadio Nacional del Perú (Lima) | Uruguay - Bolivia | 9-0 |
20 a viz Du 1927 | Estadio Nacional del Perú | Arc'hantina - Uruguay | 3-2 |
Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant ar c'hoarierien arc'hantinat Alfredo Carricaberry ha Segundo Luna koulz hag e genvroiz Roberto Figueroa ha Héctor Scarone.
Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
1añ a viz Du 1929 | Estadio Alvear y Tagle (Buenos Aires) | Paraguay - Uruguay | 3-0 |
Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). En degouezh diwezhañ-mañ ez eas da wellañ paler ar gevezadeg a-drugarez d'ar seizh (7) pal en devoa plantet e-barzh.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :