Sumereg (eme-ĝir, eme-gi) | |
---|---|
Henyezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Mezopotamia |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | aet da get |
Renkadur : | aet de get |
Familh-yezh : | Yezh digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | sux |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | SUX |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh digenvez e oa ar sumereg. Komzet e oa e Sumer e su Mezopotamia betek deroù an eil milved kent Jezuz-Krist met implijet e voe dre skrid gant tud desket betek ar c'hantved kentañ. Disoñjet e voe neuze betek an XIXvet kantved.
Disrannet e vez istor ar Sumered e pemp marevezh
Eilstummoù zo ar gronologiezh a laka asambles ar sumereg diwezhat hag ar sumereg a-c'houde: Daveiñ a ra ar ger "Sumereg a-c'houde" ouzh an amzer ma oa marv dija ar yezh ha na oa mui implijet nemet evel ur yezh relijiel gant Babiloniz hag Asirianed. Krediñ a reer ez eo aet da get ar yezh pa ziskaras Trede Tierniezh Ur, ar riez sumerat diwezhañ e su Mezopotamia, met un nebeud klaskourien a gred e treuzvevas betek 1700 kent J-K war-dro Nipur.