Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur stumm douarel eo an dorgenn, dezhi stumm un uhelenn vihan, kromm pe blaen he c'hern. Torgennoù pe tergin a lavarer el liester .
E gwrizienn an anv emañ ar ger tor, dezhi ster kostez war-bign un uhelenn (gwelet tornaod).
Dre astenn-ster e kaver torgenn implijet evit traou bihanoc'h : div dorgenn a vez war gein ar c'hañval.
Troioù-lavar
Mont ouzh torgenn = kouezhañ
Bezañ ouzh torgenn = bezañ trec'het
Gerioù kevatal
krec'henn, krec'hienn, krugell (uhelenn digenvez), run, tosenn, tuchenn hag ivez bre, bren en anvioù-lec'h.