War a seblant e oa bet ur c'hamp roman war an uhelenn Petrisberg, war-dro 30-29 kent J.-K.
Tabut zo bet evit gouzout de betore mare e oa bet savet ur gwir kêr eno. Darn o deus soñjet e oa da vare Aogust, darn all da vare Klaod. Mes, dre ma ouzer e oa bet diskaret gwez diazez ar pont war-dro 18 pe 17 goude J.-K.,, sklaer eo e oa da vare Tiber (impalaer eus 14 da 37)
Trier zo bet savet da gêr-benn Belgica Iañ.
Penngarter evit ar C'hornog. Anavezet e oa evel Roma an Hanternoz.
Stal-labour binvioù-brezel, arsanailh, ostel ar moneiz, ...
Barnet eo oa Pricillianus hag e vignoned d'ar marv war-dro 385, en desped m'en devoa goulennet truez gant an eskob sant Marzhin Vaximus.
Adkemeret e 388 gant Arbogast, evit kont Teodoz Iañ. Viktor, mab yaouank Maximus, oadet war-dro seizh vloaz nemetken, e voe laket d'ar marv war un dro.
Trier zo bet gwastet ouzhpenn pemp gwech adalek marv Valentinian Iañ.
Kouezhet etre daouarn ar Franked. Bet goude se eus bro Austrasia, impalaerezh Lothair, rouantelezh Lotharingen, rouantelezh Germania
Savadurioù
Monumantoù roman
ur forum (248m x 140m)
ur penniliz
ur c'helc'hva
un templ gouestlet da Mars Victor, war an uhel Herrenbrünnchen, ouzh reter; unan all da Asclepios, e-kichen ar pont
Maksim, impalaer Magnus Clemens Maximus Augustus, eus 383 da 388
Flavius Viktor, mab Maksim, savet da gentañ da gkaezar (eil impalaer), savet da aogust (impalaer) e 387; bet lazhet, bugel c'hoaz (7 bloaz ?) gant Arbogast, evit kont Teodoz Iñ.
Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. I. Province ecclésiastique de Trèves (Belgica Prima). De Boccard. 1986
Albert Grenier : Quatre villes romaines de Rhénanie : Trèves, Mayence, Bonn, Cologne. Auguste Picard Editeur. Paris? 1925