War ur beg etre ar stêr Aar hag ur pleg ar Reuss emañ Windisch
Anv
Henimpalaeriezh roman
Vindonissa (Tacitus, Hist. IV, 70)
Vicani Vindonissenses (79 goude J.-K. CIL XIII, 5195)
Vindonissa (Taolenn Peutinger, skejenn III/5)
Vindonissa (It. Ant., 251, 6)
Impalaeriezh roman izel ha Krennamzer uhel
(Campi) Vindonii (Pan. lat. VII, 4)
Vindonissae (Campos) (ibid. 6)
Castrum Vindonissense (Not. Gall.)
Civitas Vindonisse, Vindoninse, Vindonissensis ... (ibid.)
Episcopus Civitatis Vindonensis, 517 (Conc. Gall. II)
Episcopus Civitatis Vindionensium, 541 (ibid.)
Episcopus Ecclesiae Vindunensis, 549 (ibid.)
Ardamezioù
En aour e gastell en sabel ouzh kentañ hag e leon en gul ouzh eil, an daou war ar geot ouzh beg.
Talvoudegezh ː ar c'hastell evit kamp roman Vindonisia; al leon e koun konted Habsburg.
Istor
Windisch zo bet da gentañ e proviñs Belgica, ha goude e Germania Superior. Un oppidum keltiek e oa eno.
Goude distruj an arme roman e koadeg Teutoburg, er bloaz 9 kent J.K., e voe savet ur c'hamp roman e Windisch evit al Legio XIII Gemina.
Da vare an impalaer Klaod (41-54), e keñver ergerzhadegoù Enez Vreizh, Legio XIII Gemina a zo kaset da Poetovio (Pettau), e bro Pannonia. En e lec'h e Winsdich a zeu Legio XXI Rapax, o tont eus Vetera (Xanten).
War-lerc'h al Legio XXI Rapax, goude brezel diabarzh 67-70, e teuas al Legio XI Claudia Pia Fidelis.
Al Legio XI a voe kaset da Dacia er bloaz 101. Echu e oa gant ur c'hamp lejion e Windisch. Ur vicus (= kêriadenn), a gemeras neuze lec'h ar c'hamp.
Monumantoù ha traoù heverk
Tud
an eskob Bubulcus (sened-iliz Epaone, 517)
an eskob Gramatius (senedoù-iliz Clermont, 535 hag Orleañs, 541 ha 549)
↑En aour e gastell en sabel ouzh dehoù heuliet gant ul leon savant en gul ouzh kleiz, war ur savenn geotet a bemp menez.
↑Catherine Santshi & Charles Bonnet ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XV. Province ecclésiastique de Besançon (Maxima Sequanorum), De Boccard, 2007.