Xipe-Totec

Xipe-Totec
god, Aztec deity, dying-and-rising deity
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
TadŌmeteōtl Kemmañ
Breur pe c'hoarTezcatlipoca, Quetzalcoatl, Huitzilopochtli Kemmañ
Xipe Totec er C'hodex Borgia, un arm gwadek gantañ en e zorn ha kroc'hen un den gantañ da bezh dilhad.

E mitologiezh an Azteked, Xipe Totec (Xīpe Totēc /ˈʃiːpe ˈtoteːk(ʷ)/ e nahouatleg klasel) pe Xipetotec ("Hon Aotrou, an hini digroc'henet") a oa un doue eus al labour-douar, eus ar struj, ar reter, an nevezamzer, an orfebourien, an dieubadur, hag ar c'houlzoù-amzer. Anavezet e oa Xipe Totec dindan anvioù all, en o mesk Tlatlauhca (e nahouatleg /t͡ɬaˈt͡ɬawka/), Tlatlauhqui Tezcatlipoca (/t͡ɬaˈt͡ɬawki teskat͡ɬiˈpoːka/) ("Melezour ruz a zivoged"), Yohuallahuan ("an ever diouzh an noz"), ha Yaotzin ("Enebour enoret"). Azeulet e oa ur furm eus an doue-se gant an Dlaxcalteked hag an Huexotzincaed anvet Camaxtli, hag heñvel eo ouzh Yopi, un doue Zapotek a weler skeudennaouet war jarloù eus ar prantad klasel. An doueez kevatal da Xipe Totec e oa Xilonen-Chicomecoatl.

Xipe Totec zo un doue eus nevezadur ar struj hag eus ar brezel. En em gignañ a rae e-unan da reiñ boued d'an dud, un arouez eus an doare ma koll an had maiz o gwiskadoù diavaez a-raok diwan hag eus an naeron a cheñch kroc'hen. Taolennet e vez alies e ruz dindan ar c'hroc'hen kignet gwisket gantañ, ar pezh a ra dave d'ar fed m'eo kignet e-unan. Krediñ a rae an Azteked e oa bet ijinet ar brezel gant Xipe Totec. Dougen a ra an tog begek hag ar vazh-strakell, evel an impalaerien vec'hikat er brezel. Un templ anvet Yopico en doa e diabarzh Templ bras Tenochtitlan. Liammet eo Xipe Totec ouzh ar burbuennoù, an danijenn, ha kleñvedoù an daoulagad, ha marteze gant ar vosenn. Xipe Totec en deus ul liamm kreñv gant kleñvedoù evel ar vrec'h, ar c'hlogorennoù ha drougoù an daoulagad ha pa c'houzañve unan bennak unan eus ar c'hleñvedoù-se e veze graet profoù dezhañ.

Diasur eo orin an doue-se. Azeulet e veze Xipe Totec un tamm e pep lec'h e kreiz Mec'hiko da vare Aloubadeg ar Spagnoled, hag anavet e oa er pep brasañ eus Mezoamerika. Kavet ez eus bet skeudennoù eus an doue-mañ ken pell ha Tazumal er Salvador. Azeulet e veze Xipe Totec hed-ha-hed arvor Pleg-mor Mec'hiko da vare deroù ar prantad goude-klasel. Dont a reas an doue-mañ da vezañ un doue pouezus evit an Azteked goude o aloubadeg eus arvor Pleg-mor Mec'hiko e-kreiz ar XVvet kantved.

E miz Genver 2019, arkeologourien eus Mec'hiko a laboure evit Skol-uhel vroadel an antropologiezh hag an Istor a gadarnaas o doa dizoloet ar c'hentañ templ anavet a oa gouestlet da Xipe Totec e stad Puebla e Mec'hiko. Kavet e oa an templ dre ma oad o studiañ aspadennoù eus ar pobloù popolucat. Savet e oa bet an templ ganto en un tolead anvet Ndachjian-Tehuacan etre 1000 ha 1260 goude J.-K. a-raok aloubadeg an Azteked.


Un delwenn eus Xipe Totec, e-tro ar bloaz 1500

Levrlennadur

Notennoù

  1. Robelo 1905, p. 768.
  2. Marshall Saville, 1929, p. 155.
  3. Fernández 1992, 1996, pp.60-63 ; Matos Moctezuma 1988, p.181 ; Matos Moctezuma & Solis Olguín 2002, pp.54-5 ; Neumann 1976, pp.252.
  4. Fernández 1992, 1996, p.60. Neumann 1976, p.255.
  5. Brinton, Daniel G. (April 17, 2021). XV. Hymn to a Night-God.
  6. Fernández 1992, 1996, p.60-1.
  7. 7,0 7,1 7,2 ha7,3 Miller & Taube 1993, 2003, p.188.
  8. Matos Moctezuma & Solis Olguín 2002, p.426.
  9. Evans and Webster 2001, p. 107.
  10. Matos Moctezuma & Solis Olguín 2002, p.423.
  11. Toby Evans & David Webster, 2001, p.107
  12. (11 September 2013) Archaeology of Ancient Mexico and Central America: An Encyclopedia. Taylor & Francis. 218 p. ISBN 978-1-136-80185-3. 
  13. worldhistory.org
  14. (2007) Walking with the Green Man: Father of the Forest, Spirit of Nature. Career Press. 148 p. ISBN 978-1-56414-931-2. 
  15. Fernández 1992, 1996, p.62"
  16. Citing Bernardino de Sahagún: (1970-01-01) General history of the things of New Spain : Book I, the Gods. School of American Research. ISBN 9780874800005. OCLC 877854386. 
  17. Fernández 1992, 1996, p.60.
  18. Wade, Lizzie, "Archaeologists have found a temple to the ‘Flayed Lord’ in Mexico", Science, 4 a viz Genver 2019
  19. Mexican experts discover first temple of god depicted as skinned human corpse (3 January 2019).