| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Galliformes | ||
Kerentiad : | Phasianidae | ||
Genad : | Gallus | ||
Anv skiantel | |||
Gallus gallus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Yar zo un anv roet d'an evn a zo parez ar c'hilhog, pe ar c'hog, hag a vez savet evit he c'hig hag he vioù. Ur poñsin a vez lâret eus an hini bihan. Ur bolez (pe evnez, pe enez) a vez graet eus ar yar yaouank, ha kabon eus ur par spazhet savet a-ratozh evit e gig.
Renket int holl er spesad Gallus gallus.
Klochal, pe sklokal a ra ar yar.
Dozviñ he vioù a ra ar yar, ha goude o goriñ: ur yar-c'hor a vez graet anezhi neuze.
Ober a ra hec'h here pa goll he fluñv.
Ul loen aonik eo ar yar, hag implijet e vez ar ger evel kunujenn, e troioù-lavar evel Yar beliet, Yar dilostet, Kozh yar!
Meur a seurt yer zo: en un tu an evned-porzh, a zo meur a ouenn anezho, hag en tu all an evned gouez.
Evit al loened all hag an traoù all anvet yar, gwelout ar pennad yar.