Geriadur brezhoneg An Here

Geriadur Brezhoneg an Here
oberenn skrivet
TitlGeriadur brezhoneg An Here Kemmañ
Tachenngeriadur Kemmañ
EmbannadurQ103821265 Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ

Geriadur brezhoneg An Here eo anv an eil geriadur brezhoneg embannet gant An Here e 2001 hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.

Aozerien

Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Martial Ménard hag Iwan Kadored, 47 den ennañ ; o anvioù a gaver er pajennoù kentañ. Ur bajenn zo ivez evit kinnig Kuzul skiantel ar geriadur, a oa kaset gant Per Denez ha 15 den all.

Danvez

Ar pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt, darn anezho gopret gant an embanner. Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet hag an XXvet kantvedoù, pe koshoc'h zoken.

Evezhiadennoù

  • N'eus skouer ebet gant a-us, a gas da a-uc'h.
  • Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre () e Dictionnaire breton français Roparz Hemon (1943).
  • Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad] diwar skouer ar yezhoù all.
  • Meneg ebet eus ar rakger nann.

Pennad kar

Notennoù

  1. Geriadur brezhoneg An Here. Plougastell-Daoulaz : An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0)