Max Verstappen | |
---|---|
Max Verstappen e 2017 | |
Bro | Izelvroioù |
Deiziadoù | 30 a viz Gwengolo 1997 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
Niverenn | 1 33 |
Bloavezhioù o redek |
Abaoe 2016 |
Skipailhoù | Toro Rosso (2016-2018) Red Bull (Abaoe 2018) |
Prizioù Bras | 164 |
Trec'hioù | 36 |
Plasoù pol | 21 |
Podiomoù | 78 |
Titloù | 2021, 2022 |
Max Emilian Verstappen (distagadur izelvroek , bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1997, zo ur blenier redadegoù-kirri eus an Izelvroioù hag eus Belgia. Mab eo da Jos Verstappen, a oa bet blenier F1 ivez. Redek a ra gant Red Bull Racing e kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe 2016 ha betek 2028 hervez e gevrat.
Abaoe e yaouankiz e oa bet prientet gant e dad da redek eil live uhelañ. Da 17 vloaz ha 166 deiz e voe blenier yaouankañ ar Formulenn 1 e 2015 pa gomañsas da redek gant Toro Rosso ha trec'hour yaouankañ eo ivez abaoe 2016, da 18 vloaz ha 227 deiz, gant Red Bull, goude bezañ erlec'hiet Daniil Kvyat e-kerzh ar bloaz. Buan en doa tapet ar vrud da vezañ ur blenier sur eus e zonezonoù ha rust un tamm war ar bistenn, hep bezañ kastizet kalzig avat. Ar bloavezioù da c'houde a gadarnaas e zonezonoù, met trenket e voent gant fazioù ha kudennoù teknik. Ar cheñchamant da Honda a ro ur chañs dezhañ da vezañ a-live gant Mercedes, a oa e penn ar Formulenn 1 abaoe 2014, met n'eo nemet e 2021 e voe kreñv a-walc'h e Red Bull-Honda da gas ar stourm betek ar fin, ha trec'h e voe war Lewis Hamilton, daoust d'an tabud war an degouez, en dro diwezhañ.
Kampion 2021 e F1 eo, ar 34 hini, ha kentañ izelvroat aet ar maout gantañ e Formulenn 1 eo.
Ganet e oa e Belgia, d'an 30 a viz Gwengolo 1997 e Hasselt hag e proviñs Limbourg e oa bet desavet en hevelep bro. Mab da Jos Verstappen, blenier Formulenn 1 ha da Sophie-Marie Kumpen, a voe blenierez karting a-live uhel, bet tapet ar maout ganti meur a wezh e redadegoù brudet. Ur c'hoar vihan en deus, Victoria-Jane, bet ganet e 1999. Dispartiet e voe e dud e 2008, goude barradoù feulster Jos o doa kaset anezhañ dirak al lez-varn.
Goude Priz Bras Bahrein 2023
Kampion a-raok : Lewis Hamilton |
Max Verstappen Kampion bed ar Formulenn 1 2021 |
Kampion war-lerc'h : — |
Red Bull | Ferrari | Mercedes | Alpine | McLaren | Alfa Romeo | Aston Martin | Haas | AlphaTauri | Williams |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
33 Verstappen 11 Pérez |
55 Sainz 16 Leclerc |
44 Hamilton 63 Russell |
10 Gasly 31 Ocon |
4 Norris 81 Piastri |
77 Bottas 24 Zhou |
14 Alonso 18 Stroll |
27 Hülkenberg 20 Magnussen |
22 Tsunoda 21 de Vries |
23 Albon 2 Sargeant |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|