Nevers

Nevers
An iliz-veur.
An iliz-veur.
Ardamezioù
Bro Nivernais
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Bourgogne-Franche-Comté
Departamant Nièvre (prefeti)
Arondisamant Nevers (pennlec'h)
Kanton pennlec'h pevar c'hanton
Kod kumun 58194
Kod post 58000
Maer
Amzer gefridi
Denis Thuriot
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération de Nevers
Lec'hienn web www.nevers.fr
www.agglo-nevers.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 32 284 ann. (2020)
Stankter 1 863 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°59′34″N 3°9′42″E
Uhelderioù bihanañ 167 m — brasañ 238 m
Gorread 17,33 km²

Nevers (distaget e galleg) eo pennlec'h departamant an Nièvre e Bro-C'hall. Kêr-benn an Nivernais eo ivez. 36 762 annezad a oa e 2010 ha 100 556 en tolpad-kêr.

Palez duged an Nivernais.


Douaroniezh

Emañ Nevers e kember al Liger hag an Nièvre, un nebeud kilometroù diouzh kember al Liger gant an Allier.


Anv

Stummoù skrivet

  • Noviodunum (J. Kezar)
  • (N)ebirno (Taolenn Peutinger)
  • Nevirnum, Nebernum (It. Ant.)
  • Civitas Nivernensium (Not. Gall.)
  • Nevernum (Gregor a Dours)
  • Nevernesensis Urbs (Gregor a Dours); / Oppidum
  • Nebirno (moneiz)

Gerdarzh

  • Noviodunum = novio > nevez; dunum > kreñvlec'h = Kastell Nevez
  • Nevir ... ː diouzh anv ar stêr Nevera > Nièvre.

Ardamezioù

Istor

Nevers e oa ur gêr eus an drevadenn galian AEdues (J. Kezar) / AEdui (Cicero).

Pa'z eo bet staget Galia ouzh impalaeriezh roan, Noviodunum e oa e-barzh rannvro Lugdunensis, kêrbenn Lyons. War lec'h e oa e-barzh Lugdunensis Quarta / Senonia, kêrbenn Sens.

Nevers emañ war an hent roman eus Decetia (Decize) da gCenabum (Orléañs).

Tauricianus eo anv an eskop kentañ anvezet, meneget d'ar c'houlz ar sened-iliz ar rouantelezh burgond e Epaone e 517.

Lervlennadur

  • Jean-Charles Picard ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VIII. Province ecclésiastique de Sens (Lugdunensis Senonia). De Boccard. Paris. 1992.

Liammoù diavaez

Daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. cf. Dauzat, Deslandes,Rostaing
  3. cf. Quicherat & Daveluy.
  4. cf. Jean-Charles Picard. p. 146.