An darzhadenn gambrian (etre 541 ha 530 milion a vloavezhioù zo) a reer eus diwan trumm – e-keñver skeuliad an amzerioù douarouriezh – ar pep brasañ eus ar skourradoù metazoenned a vremañ hag un nebeud re all, aet da get abaoe. Krouiñ a rae ul liesseurtadur bras eus ar c'hevrennadoù hag eus ar spesadoù loened, plant ha bakteri. Skrivagnerien zo a gomz eus ur "big bang" zoologel c'hoarvezet er C'hambrian », a welas anadiñ, e-kerzh un nebeud degadoù milionoù a vloavezhioù, hogos an holl steuñvoù aozadur ar c'horf anavezet hiziv (Annelidae, blotviled, Ekinodermed, C'hordata, ha kement zo.).
Dizoloet e voe an "darzhadenn"-se a-drugarez d'ar c'harrekaennoù miret e chist Burgess e Kanada. El lec'h-se, bet dizoloet e 1909, e oa roudoù eus ur biotop mor puilh ar spesadoù ennañ. Ne voe dielfennet o dilerc'hioù evel ma faot nemet hanter-kant vloaz goude avat.
Ne anavezer ket abegoù an argerzh trumm-se abalamour d'an niver bihan a garrekaennoù. A-raok an darzhadenn gambrian e oa bet un darvoud damheñvel met bihanoc'h : al liesseurtadur ediakarek. A-raok an daou zarvoud-se, ar pep brasañ eus ar bevedegoù a oa eeun ha graet a gelligoù hiniennel a veze bodet a-wezhioù e stumm trevadennoù.
Adalek amzer Buckland (1784-1856) o deus merzet ar skiantourien an niver bras a garrekaennoù a oa bet e-doug ar C'hambrian. Charles Darwin a selle ouzh an dra-se evel unan eus gwanoù pennañ e vartezeadenn diwar-benn ar selektadur naturel. D'ar mare-se e seblante al loened-se dont eus neblec'h ha gouestliñ a reas Darwin dezhe ur rannbennad klok eus e levr, Orin ar spesadoù. Soñjal a reas ar paleontologour amerikan Charles Walcott e oa bet ur prantad geologek, badezet Lipalian gantañ, ha ne oa ket bet dizoloet c'hoazh hag e oa anadet hendadoù loened ar C'hambrian er mare-se.
Gouzout a reer bremañ e anadas ar c'hentañ furmoù a vuhez 3450 milion a vloavezhioù zo hervez dielfennadur reier Warrawoona en Aostralia. Chomet e oa stromatolitoù enne : furmadurioù gouelezennek a grou abalamour d'an trevadennoù mikroorganegoù. E 2010 e oa bet kavet ivez karrekaennoù bevedegoù lieskelligek makroskopek, anvet Gabonionta e Gabon, en ur gwelead geologek oadet a 2100 milion a vloavezhioù,. Er reier yaouankañ, krouet etre 565 ha 543 milion a vloavezhioù zo, ez eus karrekaennoù eus ar c'hentañ bevedegoù bras, anvet Ediakarianed ». Ne ouier ket d'ar just perak ez eus gweleadoù hep karrekaennoù etre ar Gabonionta, an Ediakarianed hag an darzhadenn gambrian. Ha n'eo ket bet miret pe dizoloet ar c'harrekaennoù er gweleadoù-se, peotramant n'eus ket a garrekaennoù etre an tri liesseurtadur-se abalamour ma oa aet ar spesadoù lieskelligek da get dre ma n'o doa ket peadra da vevañ?
E 1909, Walcott a zizoloas karrekaennoù eus ar C'hambrian e chistoù kavet e-tal Menez Burgess e Kanada. Distreiñ a reas di ingal betek e varv e 1924 ha dastum a reas 65 000 karrekaenn eus 120 spesad disheñvel. Ur seurt maen gouelezennek graet a rannigoù tanav pri ha limoñs eo ar chist. Miret eo bet ar c'harrekaennoù en un doare mat-tre ennañ ha tu a roont da welet ar pep brasañ eus munudoù an organegoù. Daoust d'o neuz souezhus ha nevez, Walcott a glaskas, evel ma oa ar c'hiz er mare-se, renkañ ar spesadoù er rummatadur a oa er mare-se, hep kompren o c'hemplezhded. Chom a reas ar bevedegoù dizoloet da louediñ betek ar bloavezhioù 1960 pa'n em rentas kont ur rummad nevez a skiantourien renet gant Whittington e teue ar c'harrekaennoù-se eus ur faona kalz liesseurtoc'h ha dibaroc'h evit ma soñje Walcott,.
Ar bevedegoù paotañ e chistoù Burgess, Marrella, zo artropoded, anat eo, met n'int izili eus hini eus ar c'hevrennadoù artropoded anavet. Opabinia eo ar c'hentañ aneval divoas zo bet deskrivet penn-da-benn pa oa addizoloet ar c'harrekaennoù er bloavezhioù 1970. Renket e oa bet e-mesk an artropoded met Whittington a brouas ne oa ezel Opabinia eus skourrad anavezet ebet. Al loened-se ha kalz re all evel Wiwaxia pe Yohoia ne dennont da loen ebet a gement a vev hiziv. En e levr, Wonderful Life, the Burgess Shale and the Nature of History, Stephen Jay Gould a ziskulias d'an holl e oa c'hoarvezet an darzhadenn gambrian hag ar c'hudennoù a lakae da sevel. Da dra, Whittington ha Gould a skrive e e oa anadet an holl skourradoù a-daol-trumm, 535 milion a vloavezhioù zo hag ar pep brasañ eus ar furmoù buhez loenel a-vremañ ne oant herveze nemet argemmoù eus bevedegoù ar mare-se. Levezonet eo ar soñj-se gant damkan ar c'hempouezioù dastrewet a zeskriv an emdroadur evel un heuliad prantadoù hir a sac'hadur "dastrewet" a brantadoù berr ma kemm buan an traoù.
Loened an Ediakareg a ziskouez avat e oa estroc'h evit bevedegoù unkelligek a-raok an darzhadenn gambrian.